Galenos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 44:
* Kentañ enklaskoù war ar [[bredelfennerezh]] dre e studiadenn ''De Dignotione ex Insomnis Libellis'' ("Erdeb diwar an hunvreoù") ma tiogel e c’hall an hunvreoù bezañ un asked eus poanioù ar c’horf<ref>''On Diagnosis from Dreams'', troidigezh saonek eus skrid Galen gant L. PEARCY, www.medicinaantiqua.org.uk</ref>.
 
== GalenGalenos hag ar brederouriezh ==
Petra bennak ma oa GalenGalenos ur mezeg kent pep tra all e skrivas ivez a-zivout prederouriezh ha poelloniezh. Gant prederourien gozh roman ha gresian e oa levezonet, [[Platon]], Aristotelês[[Aristoteles]] ha Zênon[[Zenon]] en o zouez. Meur a skol a oa er vezegiezh da vare GalenGalenos, an div bennañ o vezañ an ''Arnodelourien'' hag ar ''Boellegourien''. Skol an ''Hentennourien'' a oa ivez, ur strollad bihanoc’h ha kerreishoc’h. War dachenn ar vezegiezh e poueze an Arnodelourien war an arnodennoù war korf an den tra ma kave gwelloc’h ar Boellegourien tennañ splet eus skiant-prenet an henvezeien a-benn krouiñ damkanadoù nevez. Etre an daou e save an Hentennourien, dre ma plije dezho studiañ red naturel ar c’hleñvedoù kentoc’h eget kavout ur pare dezho.<br />
Dedennet-bras e oa GalenGalenos gant kemmeskañ mezegiezh ha prederouriezh, ar pezh a skrivas en e studiadenn verr “Ur Prederour ivez eo ar Mezeg gwellañ”. Nac’hañ a rae bezañ lakaet e skol pe skol, ha dre dennañ e vad eus pep hini anezho kent e veskañ gant e soñjoù dezhañ e krouas e sell dibar war e vicher : un dachenn lieskelennadurel ma oa ret ober gant damkaniezh, enselladennoù hag arnodennoù a-benn kaout an disoc’hoù gwellañ. Diarvar eo e teue ar sell-se eus e gelennadurezh ledan diwar pep skol.
 
== Skridoù Galen ==