Galenos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 50:
== Skridoù Galen ==
Gallus eo e vije Galen an aozer strujusañ en Henamzer : ken fonnus eo e labour ma’z eo niver ar skridoù deuet betek ennomp tost d’an hanter eus ar skridoù o tont eus Hellaz kozh. Lavaret ez eus bet e veze ugent den implijet gant Galenos a-benn skrivañ e soñjoù. Kement ha 600 studiadenn a vije bet embannet dindan e anv, da lavaret eo war-dro 10 milion a c’herioù, 3 milion anezho a chom en amzer a vremañ. Kalz eus e labour a yeas da get en tangwall a zistrujas Azeuldi ar Peoc’h e Roma e 191, studiadennoù prederouriezhel an darn vrasañ anezho.<br />
Dre ma ne voe ket labourioù Galenos troet e latin en Henamzer, hag en abeg da ziskar [[Impalaeriezh Romanroman erar C’hornôgC'hornôg]] e steuzias ar studioù a-zivout Galenos hag ar vezegiezh hengounel c’hresian dre vras en Europa ar C’hornôg e-kerzh deroù ar Grennamzer, pa voe nebeut-tre a ouizieien latin o c’houzout lenn gresianeg. Neoazh e kendalc’hed da studiañ ha da heuliañ kentelioù Galenos ha mezegiezh an Henc'hresianed en Impalaeriezh Roman ar Reter, anavezet gwelloc’h dindan an anv a [[Impalaeriezh Bizantion]]. Holl skridoù gresianek Galenos a voe eilskrivet gant gouizieien Bizantion. Da vare an Abbasided (goude ar bloaz [[750]]), Arabed vuzulman a grogas da vout dedennet gant skridoù skiantel an Henc’hresianed hag a lakaas treiñ lod eus skridoù Galenos, alies gant gouizieien gristen e Siria. En arabeg hepken neuze e kaver lod eus oberennoù Galenos hiziv an deiz, tra ma’z eus lod all e latin ar Grennamzer hepken, bet troet diwar an arabeg. Lod gouizieien o deus klasket adtreiñ e gresianeg diwar an arabeg pe al latin pa oa bet kollet ar skrid gresianek orin. Eus lod skridoù henc’hresianek ne gaver nemet tenorioù bet savet gant Galenos.<br />
Zoken en e amzer e rankas Galen stourm ouzh drevezadurioù eus e labour hag ouzh embannadurioù fazius eus e skridoù, kement ha ma rankas skrivañ ''A-zivout ma levrioù''. Betek an Azginivelezh e voe embannet falsadurioù e latin, gresianeg pe arabeg. Lod eus e studiadennoù a voe embannet dindan meur a dalbenn e red ar bloavezhioù. Diaes eo tizhout an andonioù, rak petra bennak ma vez al labourioù skrivet e gresianeg e vez o zalbennoù e latin, ha berraet alies. N’eus listenn glok ebet eus labourioù Galenos, ha tabut zo c’hoazh war gwirionder lod anezho.