Galenos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 75:
Echu e voe gant levezonos Galen dre nac’hadennoù Paracelsus mesket gant savusted korfadurezhourien italian an Azginivelezh er {{XVIvet kantved}}. Er bloavezhioù 1530, ar mezeg ha korfadurezhour flandrezat Andries Van Wesel (lesanvet Vesalius, 1514-1564) a voulc’has treiñ meur a skrid gresianek eus Galenos e latin. Labour brudetañ Vesalius, ''De humani corporis fabrica'' (1543) a voe levezonet-bras gant doare Galenos. A-benn gwiriañ ha burutellañ labourioù Galenos e troas Vesalius war-du pizhskejañ tud varv – ar pezh a oa berzet da vare Galenos ; prouiñ a reas e oa e skridoù Galenos munudoù a gaver er marmouzed ha ket en dud, ha dre levrioù ha diskuliadennoù pleustrek e tiskouezas bevennoù gouiziegezh Galenos, a-zivout ar galon ha red ar gwad da skouer.<br />
 
Pelloc’h avat e padas damkanad Galenos a-zivout bevedouriezh reizhiad ar gwad : betek 1628, pa voe embannet ''Exercitatio Anatomica de Motu Cordis et Sanguinis in Animalibus'' gant [[William Harvey]]<ref>[http://www.rarebooksroom.org/Control/hvyexc/index.html]</ref>, ma voe staliet ar galon o vont en-dro evel ur vangounell da gas red ar gwad.<br/>.
 
Lod eus kentelioù Galenos, evel ar pouez a lakae war an diwad evel remed da galz kleñvedoù, a badas pelloc'h c'hoazh: boulc’het-mat e oa an {{XIXvet kantved}} pa veze c’hoazh studiet skridoù Galenos er skolioù mezegiezh.<br />