Galenos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Galenos''' ([[henc'hresianeg]] : Γαληνός; [[latin]]ekaet e ''Galenus'') a oa ur mezeg, surjian ha prederour gresian, ganet e [[129]] e [[Pergamon]] (hiziv [[Bergama (Turkia)|Bergama]] e [[Turkia]]), ha marvet e 199/217, pe e Pergamon pe e [[Roma]].

Moarvat e voe GalenGalenos ar gwellañ klasker e mezegiezh en [[Henamzer]] ; araokadennoù meur a zegasas e meizadur un niver bras a dachennoù skiantel : [[korfadurezh]], [[bevedouriezh]], [[kleñvedouriezh]], [[apotikerezh]], [[nervennouriezh]], [[prederouriezh]] ha [[poelloniezh]], hag e-pad ur milved e voe e labourioù o ren war mezegiezh ar C’hornôg.

== E anv ==
Linenn 13:
Er bloavezh 148, pa oa 19 vloaz, e c’houzañvas Galenos marv e dad, en lezas dizalc’h ha pinvidik. Neuze e heulias an alioù a gavas e kentelioù Hippokrates, hag e studias en ur veajiñ dre gêr [[Smirn|Smyrne]] (Izmir hiziv) ha rannvro Kilikia e Turkia, Korinthos e Gres, enez [[Kreta]], [[Kiprenez]] kent tizhout skol-veur ar vezegiezh en Aleksandria, ma kejas ouzh kement soñj a oa a-zivout e arz d’ar mare. E-pad ur predad berr en Aleksandria c’hresian e veze bevskejet tud, hag enrollet e voe an disoc’hoù. Galenos a c’hallas studiañ an arnodennoù-se met dre ma ne ra ket meneg eus e ziagentidi ne c’heller ket gouzout ha pouezus e voe o levezon war e stummadur.

Er bloavezh 157, d’an oad a 28 vloaz, e tistroas da Bergamon evel mezeg klezeourien Beleg Meur Azia, unan eus tud pinvidikañ ha galloudusañ ar c’hevandir. Galenos eo a voe dibabet goude m’en devoe disklêriet bezañ divouzellet ur marmouz ha daeet ar vezeien all da gempenn al loen. Pa nac’has ar re-se e reas Galenos al labour-surjian, ha dre se e voe trec’h. E-pad ar pevar bloaz a dremenas gant ar garg e teskas pouezusted ar reol-voued, stuz mat ar c’horf, ar yec’hedouriezh hag an enepkleñvediñ, ha penaos ober war-dro an torroù hag ar gwataloù grevus – ar goulioù anezho anvet ''prenestroù war ar c’horf'' gantañ. Pemp den hepken a varvas e-keit ma oa Galenos e karg, da geñveriañ gant 60 da vare e ziagentad ; kement-se a voe lakaet war gont e studiadennoù pizh war ar goulioù. E-keit-se e kendalc’he da studiañ damkanadoù ar vezegiezh hag ar brederouriezh<ref>NUTTON Vivian, ''The Chronology of Galen's Early Career'', Classical Quaterly, 1973.</ref>.
Er bloavezh 162 ez eas GalenGalenos da Roma, ma c’hounezas brud evel mezeg war an dachenn. E demz-spered dihabask a zegasas brezel ouzh mezeien all, hag e ziskouezadennoù a enebas outañ ar re ziampartañ ha mirourañ eus mezeien kêr Roma. Un itrikadenn a voe savet a-enep dezhañ, ha kuitaat a reas kêr dre aon ma vije skarzhet anezhi pe bistriet<ref>EICHHOLZ D. E., ''Galen and His Environment'', Greece & Rome 20 no. 59, Cambridge University Press, 1951.</ref>.

Da neuze e oa Roma o kas brezelioù diavaez abaoe bloaz. [[Marcus Aurelius]] ha Lucius Verus a oa en Norzh o vrezeliñ ouzh ar boblad Markoman. En diskar-amzer 169, pa oa an armeoù roman o tistreiñ da [[Akileia]], e tarzhas ar Vosenn Veur hag e voe galvet Galenos gant an impalaer da Roma en-dro. Urzh a voe roet dezhañ da vont gant Marcus ha Verus da C'hermania evel mezeg al lez. En nevezamzer da heul e voe kendrec’het Marcus da lezel Galenos en e frankiz dre ma oa Asklepios savet enep ar raktres. Da vezeg [[Commodus]], hêr an impalaer, e voe anvet Galenos neuze. Eno, e lez Roma, eo e skrivas kalz a-zivout ar vezegiezh – tra ma varvas Lucius Verus e 169 ha Marcus Aurelius Antoninus e 180, e Germania, lazhet o-daou gant ar vosenn.

Chom a reas Galenos mezeg da Gommodus e-pad an darn vrasañ eus buhez an impalaer. Goude-se e voe mezeg da [[Septimius Severus]] e-pad e ren e Roma.

Linenn 19:
Pa glañvas Eudemus, anezhañ ur prederour eus skol ar [[Pazataourien|bazataourien]], e fellas da Galenos ober war-dro e amezeg ha kelenner kozh. Lod vezeien roman a rebechas dezhañ ober gant an ''erdeb'' en e labour war Eudemus kentoc’h eget gant an divinouriezh hag ar gevrinegezh evel ma oa ar boaz d’an amzer.

Er vezegiezh a vremañ e tiforc’her etre “'''anaoudiñ'''” (lavaret pe gleñved zo gant an den) hag “'''erdebiñ'''” (prederiañ war ar pezh a c’hoarvezo gant an den) ; dre ma oa Galenos eus skol Hippokrates ne rae ket. Evitañ e oa an anaoudadur mesket gant an erdeb a-benn gwellaat labour ar mezeg koulz hag e vrud<ref>GARCIA BALLESTER Luis, ''Galen and Galenism'', Burlington, 2002.</ref>.
En {{XIvet kantved}} e voe embannet er c’heriaoueg holloueziadurel [[Souda]] penaos e varvas Galenos d’an oad a 70 vloaz, war-dro ar bloavezh 199 eta. En unan eus e studiadennoù avat e ra Galenos meneg eus darvoudoù er bloavezh 204. Skridoù arabek a embann e varvas GalenGalenos e 217 d’an oad a 87, goude bezañ studiet e-pad 17 bloavezh ha bet war ar vicher a vezeg e-pad 70 vloaz. Diwar ar studiadennoù nevesañ e sav 216 evel ar bloavezh gwirheñvelañ<ref>NUTTON Vivian, ''Ancien Medicine'', Routledge, 2004.</ref>.

== Galenos hag ar vezegiezh ==
Linenn 48:
Dedennet-bras e oa Galenos gant kemmeskañ mezegiezh ha prederouriezh, ar pezh a skrivas en e studiadenn verr “Ur Prederour ivez eo ar Mezeg gwellañ”. Nac’hañ a rae bezañ lakaet e skol pe skol, ha dre dennañ e vad eus pep hini anezho kent e veskañ gant e soñjoù dezhañ e krouas e sell dibar war e vicher : un dachenn lieskelennadurel ma oa ret ober gant damkaniezh, enselladennoù hag arnodennoù a-benn kaout an disoc’hoù gwellañ. Diarvar eo e teue ar sell-se eus e gelennadurezh ledan diwar pep skol.

== Skridoù GalenGalenos ==
Gallus eo e vije GalenGalenos an aozer strujusañ en Henamzer : ken fonnus eo e labour ma’z eo niver ar skridoù deuet betek ennomp tost d’an hanter eus ar skridoù o tont eus Hellaz kozh. Lavaret ez eus bet e veze ugent den implijet gant Galenos a-benn skrivañ e soñjoù. Kement ha 600 studiadenn a vije bet embannet dindan e anv, da lavaret eo war-dro 10 milion a c’herioù, 3 milion anezho a chom en amzer a vremañ. Kalz eus e labour a yeas da get en tangwall a zistrujas Azeuldi ar Peoc’h e Roma e 191, studiadennoù prederouriezhel an darn vrasañ anezho.

Dre ma ne voe ket labourioù Galenos troet e latin en Henamzer, hag en abeg da ziskar [[Impalaeriezh roman ar C'hornôg]] e steuzias ar studioù a-zivout Galenos hag ar vezegiezh hengounel c’hresian dre vras en Europa ar C’hornôg e-kerzh deroù ar Grennamzer, pa voe nebeut-tre a ouizieien latin o c’houzout lenn gresianeg. Neoazh e kendalc’hed da studiañ ha da heuliañ kentelioù Galenos ha mezegiezh an Henc'hresianed en Impalaeriezh Roman ar Reter, anavezet gwelloc’h dindan an anv a [[Impalaeriezh Bizantion]]. Holl skridoù gresianek Galenos a voe eilskrivet gant gouizieien Bizantion. Da vare an Abbasided (goude ar bloaz [[750]]), Arabed vuzulman a grogas da vout dedennet gant skridoù skiantel an Henc’hresianed hag a lakaas treiñ lod eus skridoù Galenos, alies gant gouizieien gristen e Siria. En arabeg hepken neuze e kaver lod eus oberennoù Galenos hiziv an deiz, tra ma’z eus lod all e latin ar Grennamzer hepken, bet troet diwar an arabeg. Lod gouizieien o deus klasket adtreiñ e gresianeg diwar an arabeg pe al latin pa oa bet kollet ar skrid gresianek orin. Eus lod skridoù henc’hresianek ne gaver nemet tenorioù bet savet gant Galenos.

Zoken en e amzer e rankas GalenGalenos stourm ouzh drevezadurioù eus e labour hag ouzh embannadurioù fazius eus e skridoù, kement ha ma rankas skrivañ ''A-zivout ma levrioù''. Betek an Azginivelezh e voe embannet falsadurioù e latin, gresianeg pe arabeg. Lod eus e studiadennoù a voe embannet dindan meur a dalbenn e red ar bloavezhioù. Diaes eo tizhout an andonioù, rak petra bennak ma vez al labourioù skrivet e gresianeg e vez o zalbennoù e latin, ha berraet alies. N’eus listenn glok ebet eus labourioù Galenos, ha tabut zo c’hoazh war gwirionder lod anezho.

== Levezon Galenos war-lerc’h e varv ==
Linenn 64:
Gant [[Hunayn ibn Ishaq]], ur c’hristen sirian, e voe troet skridoù Galenos en arabeg evit ar wezh kentañ. Etre ar bloavezhioù 830 ha 870 e troas 129 labour eus ''Jalinos''<ref>DEAR P., ''Revolutionizing the Sciences : European Knowledge and Its Ambitions, 1500-1700'', Princeton University Press, 2001.</ref>.

Unan eus an troidigezhioù-se zo ur bennoberenn en holl labourioù lennegel Galenos. Bez’ ez eus anezhi un tamm eus diverradur labour Galenos en Aleksandria. Div rann zo er dornskrid-se eus an {{Xvet kantved}}, enno munudoù diwar-benn meur a derzhienn ha lies tanijennoù. Pouezusoc’h c’hoazh eo al listennad drammoù-pareañ, enni tremen 150 rekipe diwar plant ha tammoù loened. Dre al levr e taoler ur sell war ar vicher a vezeg er mareoù gresian ha roman.

Hentenn Galenos a ziazezas ar vezegiezh islamek, a voe skignet buan dre an impalaeriezh arabek. Dre labourioù arabek, evel re [[Muhammad ibn Zakarīya Rāzi]] (865-925), e kendalc’her da zizoleiñ skridoù gant Galenos a oa dianav pe re ziaes da dizhout. Evel ma komprener dre an talbenn ''Diskredoù diwar-benn Galenos'' gant Rāzi, koulz ha dre skridoù gant mezeien evel Ibn Zuhr (Avenzoar) hag Ibn al-Nafis, e voe burutellet hag arveret labourioù Galenos evel un diazez da gas an enselladennoù pelloc’h : diwar arnodennoù Galenos e voe savet arnodennoù all, a gasas Rāzi hag Avenzoar da vont a-enep damkanad Galenos a-zivout an dourennoù tra ma tizoloas Ibn al-Nafis reizhiad an anal, ar pezh er c’hasas da zislavaret damkanad GalenGalenos diwar-benn ar galon.

=== Distro d’ar C’hornôg latin ===
Linenn 73:
Gant an Azginivelezh ha diskar [[Impalaeriezh Bizantion]] (1453) e teuas gouizieien c’hresian hag o skridoù d’ar C’hornôg, ar pezh a roas tu da geñveriañ an displegoù arabek gant skridoù orin Galenos. Dre an Deskadurezh Nevez ha lusk an [[Denelouriezh|denelourien]] e voe ebarzhet Galenos en deskadurezh latin, ''De Naturalibus Facultatibus'' o vezañ embannet e London er bloavezh 1523.

Daou hengoun a oa neuze er breutadegoù a-zivout ar vezegiezh, an hini mirour arabek hag an hini araokour gresianek. Dreistaraokourien a grogas da stourm ouzh pennadurezhioù ar vezegiezh, evel ma reas Theophrast Bombas von Hohenheim (lesanvet [[Paracelsus]], ''ca''.1493-1541) pa bulluc’has oberennoù [[Avisenna]] ha Galenos en e skol-vezegiezh e skol-veur Basel. Koulskoude e chomas Galenos unan eus prederien bennañ ar milved, evel m’en diskouez un daolenn-voger eus ar {{XVIvet kantved}} e sal-debriñ manati al Lavra Veur e [[Menez Athos]], ma weler furien bagan ouzh troad Gwezenn Isai, gant Galenos etre [[Sibulla]] hag Aristoteles.

Echu e voe gant levezonoslevezon GalenGalenos dre nac’hadennoù Paracelsus mesket gant savusted korfadurezhourien italian an Azginivelezh er {{XVIvet kantved}}. Er bloavezhioù 1530, ar mezeg ha korfadurezhour flandrezat Andries Van Wesel (lesanvet Vesalius, 1514-1564) a voulc’has treiñ meur a skrid gresianek eus Galenos e latin. Labour brudetañ Vesalius, ''De humani corporis fabrica'' (1543) a voe levezonet-bras gant doare Galenos. A-benn gwiriañ ha burutellañ labourioù Galenos e troas Vesalius war-du pizhskejañ tud varv – ar pezh a oa berzet da vare Galenos ; prouiñ a reas e oa e skridoù Galenos munudoù a gaver er marmouzed ha ket en dud, ha dre levrioù ha diskuliadennoù pleustrek e tiskouezas bevennoù gouiziegezh Galenos, a-zivout ar galon ha red ar gwad da skouer.

Pelloc’h avat e padas damkanad Galenos a-zivout bevedouriezh reizhiad ar gwad : betek 1628, pa voe embannet ''Exercitatio Anatomica de Motu Cordis et Sanguinis in Animalibus'' gant [[William Harvey]]<ref>[http://www.rarebooksroom.org/Control/hvyexc/index.html]</ref>, ma voe staliet ar galon o vont en-dro evel ur vangounell da gas red ar gwad.