Pêr-Jakez Heliaz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
'''Pierre-Jakez Hélias''', pe '''Pêr-Jakez Heliaz''' e brezhoneg, '''Pierre Hélias''' e anv ofisiel, a zo bet ganet e [[Pouldreuzig]], e [[Bro-Vigoudenn]], ([[Penn-ar-Bed]]) e [[1914]]. Ur skrivagner brezhonek ha gallek eo bet, puilh e oberennoù.
 
Savet en deus kerkoulz bazhonegoùbarzhonegoù, pezhioù-c'hoari, danevelloù, romantoù ha kontadennoù. Bet eo bet ivez ur c'hoarier sketchoù evit ar radio hag un aozer abadennoù evit ar skinwel.
Brudet eo da gentañ penn evit e levr gallek ''[[Le Cheval d'orgueil (levr)|Le Cheval d'Orgueil]]'', oberenn bet savet da gentañ en e ziv yezh, a dammoù, ha bet embannet goude e brezhoneg gant an titl "Marc'h al Lorc'h".
Marvet eo bet d'an [[13 Eost|13 viz Eost]] [[1995]].
 
== Buhez==
Ganet eo bet ha bet eo o chom e [[Pouldreuzig]] er [[Bro Vigoudenn|Vro Vigoudenn]], en un tiegezh a dud munud, labouerienlabourerien-douar anezho, o labourat evel micherourien e ti ar re all. E yezh gentañ eo bet ar brezhoneg dre ma oa brezhonegerien e dud. Deskiñ a ra ar galleg er skol. Dont a ra sod gant ar yezh-se, nes ankouât e yezh gentañ. Dre m'eo tuet er skol eo lakaet da vont pelloc'h gant e studioù : el lise, e [[Kemper]], ha goude e [[Roazhon]]. Eus [[1946]] da [[1975]], bloaz ma ya war e leve, eo kelenner war al lennegezh e Skol ar Vistri Kemper.
 
D'an [[21 Kerzu|21 a viz Kerzu]] [[1946]] e krog Pêr Helias (Jakez Kroc'hen) da aozañ abadennoù e brezhoneg evit ar radio (sketchoù ha pezhioù-c'hoari) e kompagnuniezhkompagnunezh [[Pêr Trepos]] (Gwilhou Vihan). Un tamm brud a sav neuze dezhañ, plijet kenañ ma veze an dud gant o fent, o selaou anezho er "post bihan", war gwagennoù ''Radio-Quimerc'h''. Daou vloaz war-lerc'h eo e-mesk ar re a ro lañs en-dro da [[Gouelioù-meur Kerne]] e Kemper. Chom a ray e-touesk aozerien ar festival-se e-pad pell, hag an den karget da ginnig an abadennoù e brezhoneg d'an dud.
 
Un den er-maez eus an [[Emsav]] e chom e vuhez-pad, o klask ober gant e zaou sevenadur war un dro, o skrivañ kerkoulz e brezhoneg hag e galleg. Un den a-gleiz eo, tost-kar d'ar gomunisted : ezel eo deus ar strolladoù [[Ar Falz]] hag [[Emgleo Breiz]]. Embann a ra pennadoù er gelaouenn ''La Bretagne à Paris'' hag er gazetenn bemdeziek ''[[Ouest-France]]''. Diwar ar gronikenn divyezhek embannet er gazetenn-se bep sizhun e sav e benn-oberenn ''Le Cheval d'orgueil'', lakaet da zont er-maez doare ul levr e [[1975]]. Ennañ e tispleg e yaouankiz ha buhez an dud anvet gantañ dre ar munud. Ar mod en deus da daolenniñ pep tra a laka e levr da vezañ kazimant ur studiadenn diwar-benn doare an dud da vevañ war ar maez gwechall er [[Bro Vigoudenn|Vro Vigoudenn]], evel ma vije bet savet gant un etnologour. Kerkent hag embannet e ra berzh spontus e levr. Troet eo e nouspednouspet yezh hag anvet eo dre ar bed. Rebechet eo bet outañ koulskoude bezañ aozet un oberenn m'eo troet enni sevenadur Breizh hag ar brezhoneg war an amzer dremenet.[[File:Cléden-Poher 33 L'école publique Per Jakez Hélias.jpg|thumb|Skol publik [[Kledenn-Poc'hêr]] Pêr-Jakez Héliaz|280x280px]]
 
E [[1977]] eo embannet gantañ al levr ''Les Autres et les miens'', un dastumadeg koñchennoù priziet mat. Goude e sav romantoù e galleg. E varzhoniezh vrezhonek a vez priziet kemend-all, evel el levrioù ''Maner kuz/Manoir secret'' hag ''Ar Men Du''.
Linenn 26:
 
==Bannoù-treset ==
Goude embannet ''leLe cheval d'orgueil'' e stumm bannoù treset, kaoz zo d'ober heñvel gant ''Marc'h al lorc'h''. <ref>*http://www.toutenbd.com/actualites/article/le-cheval-d-orgueil-bientot-en</ref>. Savet e vefe ar skrid brezhoneg gant [[Mannaig Thomas]], a-hervez. breudBreud a vo eta da c'houzout hag eñ e vo c'hoazh levr ar bigouterBigouter pe oberenn vrezhonek kentañ ul Leonadez.
 
==E oberenn==
Linenn 113:
 
==Liammoù diavez==
*[http://www.ina.fr/fresques/ouest-en-memoire/video/Region00350/pierre-jakez-helias-et-xavier-grall L'Ouest en mémoire (Ina) - Per Jakez Helias hagha Xavier Grall 1977]
* [http://www.ina.fr/fresques/ouest-en-memoire/video/Region00421/le-cheval-d-orgueil-le-film L'Ouest en mémoire (Ina) - "Le cheval d'orgueil" ar film 1980]
* [http://www.ina.fr/fresques/ouest-en-memoire/video/Region00452/le-culte-des-morts L'Ouest en mémoire (Ina) - Kult ar marv e Breizh diplegetdispleget gant Per Jakez Helias 1994]
{{DEFAULTSORT:Helias, Pêr-Jakez}}