Neville Chamberlain : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lañs dister
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 14 Du 2017 da 20:01

Arthur Neville Chamberlain, ganet d'an 18 a viz Meurzh 1869 hag aet da Anaon d'an 9 a viz Du 1940 a oa ur politikour saoz. Ezel d'ar strollad mirour bez e voe kentañ-ministr ar Rouantelezh-Unanet etre an 28 a viz Mae 1937 betek an 10 a viz Mae 1940. Chamberlain a zo brudet evit e politikerezh etrebroadel, dreist-holl evit bezañ bet aozer Emglev München e 1938. Gant an emglev-se e oa bet roet da Alamagn an Trede Reich tiriad ar Sudetenland (lec'h ma oa alamanted a yezh) e Tchekoslovakia. En desped d'an emglev, pa voe aloubet Polonia gant Adolf Hitler e voe disklêriet ar brezel dezhañ gant ar Rouantelezh-Unanet d'an 3 a viz Gwengolo 1939. Neville Chamberlain a voe e-penn Bro-Saoz -pad 8 miz kentañ an Eil Brezel-bed.

Restr:Neville chamberlain1921.jpg
Neville chamberlain e 1921.
1938 ar Münchener Abkommen (Emglev Munchen), Neville Chamberlain, Édouard Daladier, Adolf Hitler ha Mussolini.