Nolwenn Korbell : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Ur vaouez eo...
Linenn 17:
 
'''Nolwenn Korbell''', ganet e [[Kemper]] d'an [[3 a viz C'hwevrer]] [[1968]], a zo ur ganourez eus [[Breizh]]. Sevel a ra ivez he c'hanaouennoù liesseurt o awen. Savet eo bet e [[brezhoneg]] en ur familh troet gant ar [[kan|c'han]] hag ar [[sonerezh]]. Kanourez eo he mamm ivez, [[Andrea ar Gouilh]], hag he zad, [[Herve Korbell]] a zo soner.<br />
A-raok kanañ war hec'h anv hec'h-unan eo bet aktourez ([[sinema]], [[teatr]] ha [[skinwel]]), kinnigourez er [[skinwel]], ha kanourez ivez er strollad [[kembraek]] [[Bob Delyn a'r Ebillion]]. Ganedigezh ehe vabmab Gwion e 1998 a zo bet ur mell plijadur en he buhez personel.
== Buhez ==
Ganet eo Nolwenn Korbell e [[Kemper]] d'an [[3 a viz C'hwevrer]] [[1968]] en ur familh ha ne gomze menet brezhoneg. Desket he deus bet ar galleg er skol. Heuliañ a rae he mamm e troiadoù sonadegoù dre ar broioù keltiek. Klevout a reas neuze tud eus Bro-Gembre, Iwerzhon ha Bro-Skos o kanañ en o yezh.