David Ben Gourion : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ouzhpennañ traou zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
Emsaver sionour, politikour ha den-Stad [[Israel|israelian]].
 
Ben Gourion a zo bet ganet e 1886 e Plonsk, en unan eus ar c'hêrioù reter-europat o deus pourchaset d' an emsav yuzeviat e speredoù gwellañ. E dad, Avigdor Green, a oa ur Zionist eus ar rummad kentañ hag ar mab, o tegemer menozioù e dad, a gasas anezho betek ar penn pellañ dre vont kerkent hag echu e studioù, da labourat douar e bro e hendadoù, Palestina. Ur sokialour eus ar re wellañ, atav en deus kredet en adsavidigezh an den dre al labour-douar graet a-gevret.
E derou holl an annezadur e Palestina, pa felle d'an darn vuiañ degemer ar yiddischeg da yezh voutin an « oaled » nevez ha mirout an hebreeg da yezh sakr, en deus gouezet lakaat an hebreeg da drec'hiñ hag en hebreeg en deus skrivet ar gelaouenn gentañ savet biskoazh er vro gant ar yuzevien. D' ar 14 a viz Mae 1948, a-enep da ali Chaim Weizmann ha kalz re all, e tiskler sevenidigezh Stad Israel, ha da sinañ diskleriadur dizalc'houriez Israel. D' ar vunutenn end-eeun ma echue mandad ar Saozon war ar vro ha d'ar mare ma kemere an armeadoù arab penn o hent war-du Israhel, difennet hepken gant 5.000 den an Irgoun, 3.000 den ar Palmach, ha 30.000 den (armet-fall) an Haganah. Erfin eo deut Ben Gourion a-benn da strollañ hag urzhiañ madig a-walc'h ar vro, hag hec'h armeoù, dindan galloud ar gouarnamant, daoust m' en dije gallet kemer, e-keñver bagadoù a zo, doareoù damantusoc'h d'o youl-vat ha d'o vrogarantez.
 
'''Afer an Altalena'''
Pa lakaas Ben Gourion tennañ a daolioù kanol war ar vag a zegase soudarded (eus an Irgoun) hag armoù da zifenn Israhel a-enep an Arabed, a zo unan eus an traoù-se na c'heller ket digareziñ aes. Maodiern gall an aferiou estren George Bidault en devoa sinet un emglev kuzh gant Shmuel Ariel rener strollad Irgun evit kas ur vag anavezet Altalena karget a 4,500 tonennad: ennañ 800-900 gwaz, ganto 5000 fuzuil-karabineg ha 250 vindrailerez, 5 milion a gartouchen, 50 bazookas, hag all. Un emvod hag un dizemglev a voe etre pennrenerien an Irgun hag Nerzhiou Difenn Israelian, strollad Ben Gurion, evit gouzout pelec'h diskargañ an armou met dreist pep tra: piv a zibabfe tapout pennlevierez anezho.
Ha ma n' eus bet brezel-diabarzh ebet en Israhel d'ar mare-se; an dellid a zo d'an Irgoun ha d'e rener Menachem Beigin.
Ben Gourion en deus gouezet ren ar vro en un doare dispar : setu aze ur bobl a zo bet ouzhpenn daougementet he foblañs en ur ober dek vloaz, ur vro e-lec'h ma tigore bep miz labouradegoù nevez, e-lec'h ma tifraoster bemdez tachennoù douar nevez : n' eus bro all ebet hag a c'hell fougasiñ da vezañ graet araokadennou ken trumm.
Evit sevel ar gouarnamant e 1951 ez eus bet ret 55 vodadeg etre ar strolladoù a asante kenlabourat ha da Ven Gourion ez eo dleet, evit ul lodenn vras, klod an araokadenn-se.
Ben Gourion goude en em dennañ kuit eus ar vuhez politikel. Aet e oa skuizh gant ar rendaeliou en askre ar strolladoù yuzev, ha gant ar re nebeut a skoazell a gave a-berzh Yuzevien an estrenvro. Pennrener ur strollad politikel, ur sokialour kalet e oa, en Histadrout, deut e oa Ben Gourion, tammig ha tammig, d'en em hisañ a-us d' ar strolladoù all, ha da dapout plas ur seurt tredeog, ur c'hompezer d' o zabutoù. C'hoant Ben Gourion a oa bet paouez da vezañ ur rener politikel, evit dont da vezañ ur rener broadel : ha se ne c'helle tizhout nemet dre derriñ pep liamm gant ar bolitikerezh e-pad ur pennad-amzer.
Goude ez eo deuet maez eus e doul rak e kave hir e amzer, da neuze ez eo deut en-dro Ben Gourion da chom e Tel Aviv, e-lec'h ma vevas gant e wreg en un ti bihan, hep matezh ebet da gempen an ti. Seveniñ hunvre bras e vuhez : lakaat tri million a Yuzevien da vevañ en Israhel ha suraat evel-se da vat dazoned ar vro.
 
{{DEFAULTSORT:Ben Gourion, David}}