Emmerson Mnangagwa : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lañs dister
 
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
Un harp a-bell e oa bet Emmerson Mnangagwa da Robert Mugabe. Bez eo hiziv-an-deiz c'hoazh unan eus pennoù uhel ar strollad er galloud [[ZANU–PF]]. Mnangagwa a oa bet besprezidant ar vro etre 2014 betek ma vefe skarzhet e miz Du 2017. Kounaret bras gant ar skarzhadenn awenet gant gwreg Robert Mugabe, [[Grace Mugabe]], al lu a oa emsavet evit e lakaat e-penn ar Stad. An taol-Stad a oa bet hervez al lu an doare nemeti da dalañ ouzh Grace Mugabe da gemer plas e gwaz.
 
E-pad al lid o lakaat anezhañ dre un doare ofisiel e-penn ar vro e oa bet disklêriet gant Emmerson Mnangagwa, e oa o vont da adreizhañ ar vro evit e adsevel (95% a zilabour). Ar c'hentañ a vefe graet a oa degemer en-dro ar beizanted gwenn o rentañ o zouraoù laeret e-penn kentañ ar bloavezhioù 2000 dindan urzh ar prezidant Mugabe. Ar pal a vefe da zegas en-dro live produiñ ar vro a rae anezhañ "mirlec'h greun Afrika".
{{DEFAULTSORT:Mnangagwa, Emmerson}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1942]]