Diforc'hioù etre adstummoù "Emmerson Mnangagwa"

162 okted ouzhpennet ,  2 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Un harp a-bell e oa bet Emmerson Mnangagwa da Robert Mugabe. Bez eo hiziv-an-deiz c'hoazh unan eus pennoù uhel ar strollad er galloud [[ZANU–PF]]. Mnangagwa a oa bet besprezidant ar vro etre 2014 betek ma vefe skarzhet e miz Du 2017. Kounaret bras gant ar skarzhadenn awenet gant gwreg Robert Mugabe, [[Grace Mugabe]], al lu a oa emsavet evit e lakaat e-penn ar Stad. An taol-Stad a oa bet hervez al lu an doare nemeti da dalañ ouzh Grace Mugabe da gemer plas e gwaz.
 
E-pad al lid o lakaat anezhañ dre un doare ofisiel e-penn ar vro e oa bet disklêriet gant Emmerson Mnangagwa, e oa o vont da adreizhañ ar vro evit e adsevel (95% a zilabour). Ar c'hentañ a vefe graet a oa degemer en-dro ar beizanted gwenn o rentañ o zouraoù laeret e-penn kentañ ar bloavezhioù 2000 dindan urzh ar prezidant Mugabe. Ar pal a vefe da zegas en-dro live produiñ ar vro a rae anezhañ "mirlec'h greun Afrika". E-pad ar gomzadenn gentañ bet ur wech lakaet da brezidant ez eo bet prometet gantañ, ur wech enoret kreñv Mugabe, da gemer perzh e dilennadegoù dieub e 2018.
{{DEFAULTSORT:Mnangagwa, Emmerson}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1942]]
20 617

modifications