Antonin Perbòsc : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "thumb|250px|Poltred Antonin Perbòsc (gant Eugèni Trutat) '''Antonin Perbòsc''' (Labarta, 25 a viz Here 1861..." |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 2:
'''Antonin Perbòsc''' ([[Labarta (Tarn-et-Garonne)|Labarta]], [[25 a viz Here]] [[1861]] - [[Montalban]], [[6 a viz Eost]] [[1944]]) a oa ur skolaer ha skrivagner [[okitanek]].
Skolaer e voe e meur a lec'h, e [[Combarogèr]] (Comberouger) e-pad pell, ur gêr vihan 30 km diouzh Montalban, hag e [[Lausa]], goude, e-kichen [[Vilafranca de Roergue]]. Lakaat a reas e skolidi da zastum hengoun komzet ar vro, da lavaret eo kanaouennoù, krennlavarioù, kontadennoù en okitaneg, ar yezh komzet gant an dud tro-dro. Lakaet e veze kement-se dre skrid goude-se, er skol. Taolet e voe evezh ouzh labour Perbòsc hag ouzh an traoù dastumet gant ar vugale gant arbennigourien bodet er c'h-''Congrès des Traditions populaires'' e Pariz e 1900. Adskrivet e veze an traoù dastumet gant skolidi Perbòsc en un doare aketus hag a zalc'he kont eus dibarderioù ar rannyezh komzet e-barzh ar vro, ha bec'h en devoe Perbòsc gant difennerien doare-skrivañ Mistral, evel [[Pèire Devoluy]] pe re ar [[gwaskoneg]] evel an "Escolo Gaston Febus", o doa holl soñjoù dezho o-unan war ar yezhadur hag an doare-skrivañ
Levraoueger e voe Perbòsc goude, eus 1912 da 1932. Evel skrivagner e savas barzhonegoù dreist-holl, awenet gant an hengoun pobl.
|