Antonin Perbòsc : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Antonin Perbòsc''' ([[Labarta (Tarn-et-Garonne)|Labarta]], [[25 a viz Here]] [[1861]] - [[Montalban]], [[6 a viz Eost]] [[1944]]) a oa ur skolaer ha skrivagner [[okitanek]].
 
Skolaer e voe e meur a lec'h, e [[Combarogèr]] (Comberouger) e-pad pell, ur gêr vihan 30 km diouzh Montalban, hag e [[Lausa]], goude, e-kichen [[Vilafranca de Roergue]]. Lakaat a reas e skolidi da zastum hengoun komzet ar vro, da lavaret eo kanaouennoù, krennlavarioù, kontadennoù en okitaneg, ar yezh komzet gant an dud tro-dro. Lakaet e veze kement-se dre skrid goude-se, er skol. Taolet e voe evezh ouzh labour Perbòsc hag ouzh an traoù dastumet gant ar vugale gant arbennigourien bodet er c'h-''Congrès des Traditions populaires'' e Pariz e 1900.

Adskrivet e veze an traoù dastumet gant skolidi Perbòsc en un doare aketus hag a zalc'he kont eus dibarderioù ar rannyezh komzet e-barzh ar vro, ha bec'h en devoe Perbòsc gant difennerien doare-skrivañ Mistral, evel [[Pèire Devoluy]] pe re ar [[gwaskoneg]] evel an "Escolo Gaston Febus", o doa holl soñjoù dezho o-unan war ar yezhadur hag an doare-skrivañ gwellañ. Kenlabourat a reas gant [[Prospèr Estieu]], ur skolaer all, evit klask diazezañ doare-skrivañ an okitaneg. Disoc'h o labour a dalvezas goude da [[Loís Alibèrt]] da sevel an doare-skrivañ anvet "klasel" hag a dalvez bremañ evit an darn vrasañ eus ar re a skriv okitaneg.
 
Levraoueger e voe Perbòsc goude, eus 1912 da 1932. Evel skrivagner e savas barzhonegoù dreist-holl, awenet gant an hengoun pobl.