Spont bras : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 19:
An eil mare a grog pa vez lazhadeget kannaded al luskad girondins gant devezhioù emsav an 31 a viz Mae hag an 2 a viz Even 1793, echuet e vez pa voe lazhet ar re a-du gant Robespiere etre an 9 hag an 12 thermidor (Miz ar wrez) bloavezh II (27-30 a viz Gouhere 1794). Ur wech kroget da implij lezenn an 22 prairial (Miz ar pradoù) pe 10 a viz Even 1794 e vez kaoz eus ar Spont meur.
[[Restr:Fusillades de Nantes.jpg|thumb|250px|Fuzuilhadegoù Naoned]]
 
En anv d'ar « salud publik » e vez kroget gant ur bolitikerezh flastrañ an holl re gwelet evel a-enep ar Reveulzi. E-penn an traoù emañ ar Gouarnamant reveulzier, bountet warnañ gant stad truezus diazezoù ar Reveulzi. Lakaet e vez da dalvezout gant un doare garv ar pezh a oa lesanvet ''sévérités nécessaires'', kaoz a vez eus sponterezh ouzhpenn d'ar justis lezennel. Dre-se eo krog ur spont a na oa ket bet tu gwelet abaoe [[Lazhadegoù Gwengolo]] 1792, ur bloavezh a-raok.
[[Rummad:Dispac'h gall]]
[[Rummad:Spont bras]]