Lazhadegoù Gwengolo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
 
Goude kouezhadenn Robespierre an 9 thermidor, lazhadegoù Gwengolo na vezont ket degemeret en distaoliadenn a-fed feulsterioù an [[20 a viz Even]] [[1792]]. Klasket e vez kavout an torfedourien met pennoù politikel ar mare a zo bet lazhet dija. Ne chom nebeut emsaverien da varnañ; tri a zo kondaonet da 20 vloaz dindan houarn. An darn anezho a zo lakaet digablus, ar juri a zisklêrie a-benn neuze ne opa ket anat o kablusted evit an torfed.
 
Ur wech barnet an afer, al luskadoù politikel a zo enebt war ar perak eus al lazhadegoù-se. An demokrated a-sav a-enep ar fed ma vefe bet raksoñjet an taol, evito e oa kounar ar boblañs en devoa tarzhet a daol trumm.
 
Ar re roueelourien pe enep-reveulzierien a embann e oa ur binijenn santel, lakaet da dalvezout dre torfedoù pe sioù niverus ar mat, ar relijion. Evito e seblant anat a-walc'h e oa bet prientet an taol. Diazezet eo o selloù war eñvorennoù an dreistbeverien evel ''les Mémoires sur les jours de septembre 1792'', gant Berville ha Barrière.
 
Ret eo gortoz hanter an {{XIXvet kantved}} ha levrioù Louis Mortimer-Ternaux ha Granier de Cassagnac, embannet gant nebeut blovezhioù etrezo evit gwelet oberennoù o komz esu al lazhadegoù-se. Ar re gentaén eo a embann sifroù diazezet war dielloù resis, dreist-holl rolloù an toullioù-bac'h eus Pariz. Kollet eo bet abaoe ar rolloù-se pa voent devet gant tan-gwall Kumun Pariz 1871.
[[Rummad:Dispac'h gall]]
[[Rummad:Spont bras]]