Sul (deiz) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 179 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q132
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
[[Restr:Paul Signac Dimanche.jpg|thumb|290px|right|''Ur sulvezh'', gant [[PaulPaut SignacScrignac]], 1890]]
Ar '''Sul''' eo an deiz etre ar [[Sadorn (deiz)|Sadorn]] hag al [[Lun (deiz)|Lun]]. Hervez ar reizhiad a laka ar [[sizhun]] da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant [[ISO 8601]], ez eo eta ar seizhvet deiz eus ar [[sizhun]], hag an hini diwezhañ. Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro eus kornaoueg Europa, hag a-orin [[yuzev-kristen]], ez eo ar c'hentañ deiz eta. Dont a ra an anv eus anv latin an [[heol]], '''Sol''' ([[Helios]] e [[henc'hresianeg|gregach]]), a oa ur blanedenn hervez soñj tud an [[Henamzer]]. E-pad an [[impalaeriezh-uhelañ]] e oa anavezet an deiz-se e latin: ''Sulius Dies'', diwar anv an Heol (klotañ a ra al latin "s" gant ar [[predeneg]] "h"). Pa oa deuet an impalaeriezh da vezañ kristen ([[sened Nikea]], +325) e oa bet kemmet anv an deiz-se e: ''Dies dominicus'', deuet da vout ''dimanche'' e galleg. Met an anv latin a zo chomet e brezhoneg: Sul.