Gwerz Kêr Is : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
:''Ar vombard hag an telennoù?''
 
:E Kêr Is n'eus netra nevez,
:Met an ebatoù 'vez bemdez,
:E Kêr Is n'eus nemet traoù kozh,
:Hag an ebatoù 'vez beb noz.
 
:Bodennoù drez zo diwanet,
:E dor an ilizoù serret,
:Ha war ar baourien o ouelañ,
:E hiser ar chas d'o drailhañ.
 
:Ahes, merc'h ar Roue Gralon,
:Tan an ifern en he c'halon,
:Er penn kentañ deus an diroll,
:A gas ar gêr d'he heul da goll.
 
:Sant Gwenole gant kalonad,
:Zo bet meur a wech 'kaout he zad,
:Ha gant truez an den doue,
:A 'n deus lavaret d'ar Roue :
 
:"Gralon, Gralon, lakaet evez,
:D'an disurjoù a ren Ahez,
:Rak tremenet 'vo an amzer,
:Pa skuilho doue e gonner".
 
:Hag ar Roue fur spouronet,
:D'e verc'h en deus bet kelennet ;
:Met diskaret gant ar gozhni,
:N'eus mui an nerzh da stourm outi.
 
:Ha skuizh gant rebechoù he zad,
:Evit mont deus e zaoulagad
:En deus graet gant drouksperejoù,
:Ur pales kaer tost d'ar sklujoù.
 
:Eno, gant heh amouroujen,
:Ema fenoz an abadenn,
:Eno, en aour hag en perlez,
:Evel an heol a bar Ahez.
 
==Istor==