Nelson Mandela : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
E [[1944]] e teuas Nelson Mandela da vezañ ezel eus an [[African National Congress]] (ANC), evit stourm a-enep galloud politikel ar re wenn ha kudennoù ar gouennoù hag a oa dindan ar galloud politikel-se. Deuet eo da vezañ alvokad, kemer a reas perzh er stourm nann-feulz a-enep lezennoù an apartheid hag a oa bet lakaet e plas gant ar [[Parti National Afrikaner]], bet dilennet e 1948. E [[1960]] e voe difennet an ANC, ha paouezet e voe gant ar stourm nann-feulz peogwir ne oa ket a zisoc’hoù. Mandela a grouas neuze e 1961 stourm armet an ANC a zo anvet [[Umkhonto we Sizweg]]. Harzet e voe Mandela gant ar gouarnamant Su-Afrika gant sikour ar [[CIA]]. Kondaonet eo bet d’an toull-bac'h ha d’al labourioù ret betek fin e vuhez. Dont a reas da vezañ un den brudet er bed a-bezh, gant ur sikour bedel, anavezet eo dreist-holl goude dispac'h Soweto e miz Even 1976. Un arouez eo eus ar stourm evit ma vefe kevatal an holl, ha pa vefe disheñvel livioù o c'hrochen.
 
Goude seizh bloazvloaz warn-ugent en toull-bac'h e voe laosket Mandela da vont d’an 11 a viz C’hwevrer [[1990]]. E 1993 e voe roet [[Priz Nobel ar Peoc'h]] dezhañ ha d’ar prezidant Frederik De Klerk, dre m'o doa gouezet degas kemmoù bras e gouarnamant ar vro hep nemeur a feulster.
 
Dilennet e oa bet e 1994 da vezañ kentañ prezidant du [[Suafrika]]. Kenderc'hel a ra da stourm evit e vennozhioù, da lâret eo, an divoc’hañ broadel hag e stourm a-enep ar Sida hag a lazh kalz a dud er vro-se. Mandela a zooa un den a vezveze selaouet er bed a-bezh e-keñver Gwirioù mab-den.
 
== Buhez-skrid ==