Ar Person touer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
 
Linenn 38:
Se 'zo kaoz, hep mar, ez eus bet roet pouez dalc'hmat gant Yeun ar Gow d'al labour sevenadurel war-dro ar brezhoneg, dre ar c'helenn er skolioù e-lec'h ma oa posupl pe dre sevel kontadennoù. ''Ar Person touer'' eo ar pezh-c'hoari nemetañ bet embannet gantañ : un oberenn start dre he ment, he stumm, he danvez, a ya pelloc'h eget an dudi evit ur sulvezh goude ar gousperoù.
 
Marteze eo ur seurt testamant speredel. Soñjal a ra ar skrivagner, kerkoulz hag e prantad an Dispac'h bras, e enkadennoù koustiañs bet treuzet a-hed an ugentvet kantved gant an dud a Iliz, gant tud an Emsav hag, a-benn ar fin, gant pep "sitoyan".
 
Bloaz war-lerc'h, un astenn a gavo ar brederiadenn en ur mod disheñvel gant [[''Ar Gêr Villiget'']] : un distro istorel a bemzek kantved, talvoudus ur wech c'hoazh da lemmañ hor sell ouzh ar bed a vremañ.