Olympe de Gouges : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 31:
Pelloc'h e tivizas ar gouarnamant aotren ar mouezhiadegoù-pobl, kement-se en abeg d'ar ronkadeg a oa o sevel er vro abalamour da unveliezh ar Jakobined. Tennañ splet eus al lezenn nevez a reas Olympe de Gouges evit embann ''Les trois urnes, ou le salut de la Patrie, par un Voyageur Aérien'', ur skrid ma c'houlenne ma vije aozet ur vouezhiadeg-pobl a-benn dibab etre ur republik dirannus, unan gevredel hag un [[Monarkiezh vonreizhel|unpenniezh vonreizhel]]. D'ar Sadorn 20 a viz Gouere 1793, pa oa gant he mouller o pegañ skritell-vrudañ ar skrid war moger ti-kêr Pariz, e voe flatret d'an archerien ha harzet war an tach.
 
Tri miz-pad e chomas en toull-bac'h, hep alvokad rak nac'het e voe dezhi he gwir da gaout unan en abeg ma oa gouest d'em zifenn hec'h-unan, hervez he skridoù. <ref>VANPEE Janie, ''Performing justice: The Trials of Olympe de Gouges'', Theatre Journal, Levrenn 51, niv. 1, Meurzh 1999, pp. 47-65 [http://muse.jhu.edu/login?auth=0&type=summary&url=/journals/theatre_journal/v051/51.1vanpee.html ''Lenn un arroudenn''] {{en}}</ref> Ha hi bac'het e kavas an dro da embann ''Olympe de Gouges au tribunal révolutionnaire'' ma konte he frosez <ref>[http://ledroitcriminel.free.fr/le_phenomene_criminel/crimes_et_proces_celebres/gouges_proces.htm ''Procès d'Olympe de Gouges devant le tribunal révolutionnaire''] {{fr}}</ref>, hag ''Une patriote persécutée'' ma kondaone ar [[Spont (Dispac'h gall)|SpontBras]].
 
D'an 2 a viz Du e voe kondaonet, ha dibennet d'ar Sul 3 a viz Du 1793.