Maximilien de Robespierre : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Maximilien François Marie Isidore de Robespierre''' ({{IPA|[ma.ksi.mi.ljɛ̃ fʁɑ̃.swa ma.ʁi i.zi.dɔʁ də ʁɔ.bɛs.pjɛʁ]}}), ganet d’ar [[6 a viz Mae]] [[1758]] en [[Arras]] ha marvet dibennet d'an [[28 a viz Gouhere]] [[1794]] e [[Pariz]], a oa ur gwiraour ha politikour gall, hag unan eus pennoù bras ar [[Dispac'h gall|Reveulzi c'hall]]. Lakaet en doa war-sav “[[Spont bras|Ren ar Spont]]”, un diktatouriezh wadek.
 
Maximilien de Robespierre a zo ar vugel kosañ, diwar pemp. Koll a ra e vamm d'an oad a 6 vloaz. An tad a derc'h diouzh an tiegezh, Maksimilian a zo desavet a-benn neuze gant e zad-kozh eus kostez ar vamm. Goude studioù a zoare e skolaj Arras ha skolaj Louis-le-Grand e Pariz e dap un aotregezh war ar Gwir. Dont a ra da vezañ alvokad, hag e 1781 en em enskriv e kuzul proviñs Artois. Memes mare ez zo e-karg al lezvarn eskobel.
 
Dilennet kannad eus an [[Trede-urzh]] evit [[Stadoù-Meur (1789)|emvod Stadoù-meur 1789]], dont a ra war-wel evel unan eus pennoù bras ar re « demokrated » er [[vodadenn vonreizhañ vroadel]]. Difenn a ra an harz d'ar sklavelezh, d'ar boan a varv. Difenn a ra ivez evit an dud a liv da votiñ kement hag evit ar yuzevien pe an aktourien. Harpañ a ra ivez ur votated evit an holl hag an ingalded a gwirioù. A-enep eo ar votateg hervez ar binvidigezh. Goulenn a ra ma vefe reoliataet sklaer an ti-eskemm. Dre ma vez un den reut en e vennozhioù e oa bet lesanvet « l'Incorruptible ».
 
Ezel eo da Klub ar Jakobined dres pa oa bet krouet, deuet eo da vezañ an ezel anavezetañ anezho en e amzer ha betek an deiz-ha-hiziv. Goude an dizunvaniñ gant ar [[Feuillants]], dont a ra a-benn da harpañ kreñv an adaozañ hep koll al liamm gant darn ar c'hevredigezhioù e peurest ar vro.
 
Enebet eo d'ar [[Disklêriadur ar brezel etre Bro-C'hall ha roue Bohemia hag Hungaria|brezel gant Aostria e 1792]], enebet eo da [[Gilbert du Motier de La Fayette|La Fayette]] a-du eo gant al luskad o c'houlenn fin ar rouantelezh. Ezel eo da [[Kumun Pariz (Dispac'h gall)|Gumun Emsavet Pariz]], dilennet eo er [[Koñvañsion vroadel|Goñvañsion vroadel]], eno e vez kavet war bankoù ar [[Menez (Dispac'h gall)|Menez]] hag enebet eo d'ar Gironde. Goude [[devezhioù an 31 a viz Mae hag an 2 aviz Even 1793]], dont a ra da vezañ ezel eus ar [[Komite a salud publik|C'homite a salud publik]] adalek ar [[27 a viz Gouhere]] [[1793]]. Eno e sikouro da lakaat e-plas ur gouarnamant reveulzier ha dreist-holl hini ar [[Spont bras]], en ur c'henaroud a vrezelioù en harzoù a-enep ar vonarkiezhoù kengevreet hag a [[Brezel diabarzh|brezel diabarzh]] (emsavadegoù ranvroelour, [[Brezel Vendée]]…).
==Lavaroù==
''«Tant que cette race impure existera, la République sera malheureuse et précaire.»'' (Prezegenn ar 26 a viz Mae 1794)