Maximilien de Robespierre : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Maximilien de Robespierre a zo ar vugel kosañ, diwar pemp. Koll a ra e vamm d'an oad a 6 vloaz. An tad a derc'h diouzh an tiegezh, Maksimilian a zo desavet a-benn neuze gant e zad-kozh eus kostez ar vamm. Goude studioù a zoare e skolaj Arras ha skolaj Louis-le-Grand e Pariz e dap un aotregezh war ar Gwir. Dont a ra da vezañ alvokad, hag e 1781 en em enskriv e kuzul proviñs Artois. Memes mare ez zo e-karg al lezvarn eskobel.
 
Dilennet kannad eus an [[Trede-urzh]] evit [[Stadoù-Meur (1789)|emvod Stadoù-meur 1789]], dont a ra war-wel evel unan eus pennoù bras ar re « demokrated » er [[vodadennBodadenn vonreizhañ vroadel|Vodadenn Vonreizhañ Vroadel]]. Difenn a ra an harz d'ar sklavelezh, d'ar boan a varv. Difenn a ra ivez evit an dud a liv da votiñ kement hag evit ar yuzevien pe an aktourien. Harpañ a ra ivez ur votated evit an holl hag an ingalded a gwirioù. A-enep eo ar votateg hervez ar binvidigezh. Goulenn a ra ma vefe reoliataet sklaer an ti-eskemm. Dre ma vez un den reut en e vennozhioù e oa bet lesanvet « l'Incorruptible ».
 
Ezel eo da Klub ar Jakobined dres pa oa bet krouet, deuet eo da vezañ an ezel anavezetañ anezho en e amzer ha betek an deiz-ha-hiziv. Goude an dizunvaniñ gant ar [[Feuillants]], dont a ra a-benn da harpañ kreñv an adaozañ hep koll al liamm gant darn ar c'hevredigezhioù e peurest ar vro.