Polonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 150:
[[Leszek Balcerowicz]], bes-kentañ ministr ha ministr an arc’hant er gouarnamant-se, a laka da dalvezout ur politikerezh strizh, dezhañ da bal suraat an tremen eus an [[armerzh steuñvet]] da [[armerzh ar marc’had]]. Gant ar steuñv-se – anavezet dindan an anv « '''yac’haat tu pe du''' » – ez eus bet gallet mestroniañ ar [[gourmonc’hwez]] a rivine armerzh Polonia ha mont buan war-du armerzh ar marc’had.
 
Goude ul lankad kentañ diaes, aroueziet gant ur [[monc’hwez]] kreñv, [[gouwerzhekadur]] ar moneiz, embregerezhioù o serriñ, hag an [[dilabour]] o kreskiñ, ar politikerezh-se en deus sikouret da ziorren ha da vodernaat armerzh Polonia. Distroet eo ar c’hresk armerzhel kerkent ha [[1993]], gwellaet eo bet barr bevañ an dud, ha da-heul eo kresket ar bevezerezh, digresket ar monc’hwez ha stabilaet ar [[zlotyzłoty]]. Kresket eo ivez an eskemmoù armerzhel hag ar postadurioù estren eeun.
 
D’an 23 a viz Kerzu [[1991]] e kuita Leszek Balcerowicz e bost e ministrerezh an arc’hant. Sellet e vez outañ evel tad an adreizhoù armerzhel hag oberour pennañ ar c’hemmoù don zo bet e Polonia e-doug ar bloavezhioù 90, war-lerc’h daou-ugent bloavezh a gomunouriezh. Kemeret eo e blas gant [[Karol Lutkowski]].