Lazhadegoù Gwengolo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
un tammig kempenn
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
yezh
Linenn 2:
'''Lazhadegoù Gwengolo''' (galleg: ''massacres de Septembre'') a vez graet eus un heuliad lazhadennoù etre an 2 hag ar 6 pe [[7 a viz Gwengolo]] [[1792]] e [[Pariz]]. Lazhadegoù damheñvel a voe ivez dre Bro-C'hall a-bezh (en [[Orléans]], [[Meaux]], [[Reims]] pe [[Versailles]]), met gant nebeutoc'h a dud lazhet hag e-pad ur mare hiroc'h.
 
C'hoarvezout a reas al lazhadegoù-se d'ur mare pa ma oa pennfollet ar reveulzierien c'hall. Aloubet e oa bet Bro-C'hall gant armeoù Aostria ha Prusia, ouzhpenn-se e oa brudoù o redek war un irienn roueelour (« ''le complot des prisons'' »). Eus un tu all e oa aon ivez gant ar reveulzierien e vefe un enep obererezh gant ar roueelourien a-enep dezho hag a vefe bet kroget en hañv 1792. Ar vuntrerien pe « septembriseurs » a oa aet e toullioù-bac'h Pariz hag a oa kroget gant lazhadegañ ar brizonidi. E-tro 1 300 a dud a voe lazhadeget garv e Pariz hag ur 150 bennak eer peurrest eus ar vro.
[[Restr:Tuileriensturm.jpg|thumb|Aloubadeg an Tuileries d'an 10 a viz Gwengolo 1792, gant Jean Duplessis-Bertaux, Mirdi Kastell Versailles.]]
Gant al lazhadegoù-se e teu war-wel un aergelc'h spouron er vro. En dilennadegoù kannaded evit ar c'honvañsion ne voe nemet 10 % eus an dud enskrivet a vote. Ar Venezidi a ya kalz war-raok da geñver ar votoù. Ar gumun emsavet a bouezh war an dilennidi ha n'int ket tost eus outi.