21st Century Fox : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lañs dister
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 20 Kzu 2017 da 22:03

21st Century Fox zo ur c'hevredad stadunanat treuzvroadel kleweled diazezet e Midtown Manhattan, New York City. Bez e voe unan eus an div embregerezh savet e 2013 goude ma voe bet rannet e div lodenn News Corporation, a oa bet savet gant Rupert Murdoch e 1979.

Logo an 21st Century Fox
Pennlec'h ar c'hevredad

21st Century Fox a zo hêr eeun News Corporation oc'h ober war-dro ar broduerezh filmoù ha danvez evit ar skinwel. Er Stadoù-Unanet Amerika ez eo an trede strollad kleweled a-dreñv ar Walt Disney Company ha Comcast. An embregerezh nevez, an "nevez" News Corporation, a zo perc'hennet gant Murdoch evit an embann kazetennoù ha dafar kleweled en Aostralia (pep embregerezh a zo e-dalc'h gantañ pe un ezel d'e familh gant 39% eus al lodennoù perc'hennet).