Pêr Trepos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: dilamet ar patrom hervez an diviz votet (-{{Peurunvan}} +)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
E [[1956]] e c'hounezas an [[doktorelezh]] diwar kinnig er [[skol-veur ar Sorbonne]] e [[tezenn/dezenn]] "le pluriel breton" (''al [[liester]] e brezhoneg'') ha gant an addezenn " Le vocabulaire de la ferme" (''[[geriaoueg]] an [[atant]]''), un testeni dibar war termenoù ar [[gounezerezh]] en amzerioù tremenet. Tapout a reas ur meneg "dereat-tre".
 
Brudet eo bet e-touez ar vrezhonegerien er bloavezioù 1950 ha 1960 pa c'hoarie [[sketch]]où fentus brezhonek evit an dud simpl gant [[Pêr Jakez Helias]] war wagennoù [[Radio-Kimerc'h]]. Eñ a oa ''Gwilhou vihan'' o tivizout gant ''[[Jakez Kroc'hen'']] (P.-J. Helias).
 
Marvet eo bet a-daol-trumm e [[1966]] pa oa o neuial er mor e-tal [[Enez-Arzh]] ([[Bro Wened]] - [[Mor-bihan]]) ha n'en doa ket bet amzer d'echuiñ e [[yezhadur]] met embannet eo bet diwar e notennoù gant [[A. Hamon]] ha [[Pêr-Jakez Helias]]. Peuzechu e oa e [[yezhadur]] neuze un oberenn hogos klok eo, pinvidik-tre ha nes-tre d'ar yezh prezeget gant ar vrezhonegerien a-vihanik ha graet evit bezañ implijet gant pep brezhoneger.