Sened-Iliz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Sañset e vez pedet holl [[eskob|eskibien]] ar bed kristen (da lavaret eo an ''oikumènè'' e gresianeg, diwar-se e teu an anv gallek ''concile oecuménique'') evit tabutal war ar poentoù-se ha resisaat kelenn an Iliz. Dalc'het he deus an Iliz katolik ar boaz d'ober Senedoù-meur met ne gontont ket e-touez ar Senedoù-Iliz.
 
=== Difazi ar Senedoù-Iliz ===
Hervez kelenn an Iliz eo difazi dre ret ar Senedoù-Iliz kar un diviz eo bet dalc'het gant ur vodadeg awenet gant ar [[Spered Santel]]. An Iliz a-bezh a rank doujañ ouzh divizoù ar Senedoù-Iliz pa vezont diwar-benn ar Feiz pe ar moral. Dalc'het eo an divizoù e kanonoù hag alies e vez lakaet un anathem ouzhpenn a-enep ar re ne zegemerjent ket an divizoù. Ne lavar ket avat eo difazi kement poent ur Sened-Iliz.
 
Un diforc'h selloù zo memestra etre ar familhoù kristen. Ar [[Iliz Ortodoks|Reizhkredourien]] a lavar eo difazi ar Senedoù-Iliz en o unan, peogwir int bodadegoù an eskibien awenet gant ar Spered Santel. Ar [[Iliz katolik roman|Gatoliked]] a lavar ouzhpenn e rank bezañ degemeret an diviz gant ar [[Pibien|Pab]] padal e kred ar [[Protestantiezh|Brotestanted]] eo ar Senedoù-Iliz un emvod Mibien-den ha neuze e c'hell faziañ kar natur Mab-den eo.
 
=== Ar Seizh Sened-Iliz ===
Kaset eo ar Senedoù-Iliz-se diwar goulenn an [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaer]] evit renkañ kelenn an Iliz war ar [[Jezuz Krist|C'hrist]] pe poentoù all. N'int ket anavezet gant an holl Ilizoù er Reter.
 
Linenn 20:
# '''Nikaia II''' e 787. Goulennet gant [[Irena ag Athina]]. Kadarnaat a ra ne vez azeulet an ikonoù met d'an dudenn livet warno. Ober a ra un diforc'h etre azeuliñ Doue ha kehelañ an ikonoù. Kondaonet eo an [[Ikonoklasmiezh|ikonoklasted]] evit bezañ nac'het e oa enkarnet Doue.
 
=== Degemer ar Senedoù-Iliz ===
N'eus nemet ar seizh Sened kinniget a-us a zo gwelet evel Senedoù-Iliz kar goulennet e oa bet gant an holl eskibien dont, daoust ma oa deuet muioc'h eus ar reter eget eus ar C'hornôg hag int anavezet gant teir familh pennañ ar Gristened.