The New York Times : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''''The New York Times''''' zo ur gazetenn bemdeziek saoznek embannet e kêr [[New York]] e [[Stadoù Unanet Amerika]]. Pouezusañ pemdezieg SUA eo.
 
Savet e oa bet d'an 18 a viz Gwengolo [[1851]], gant [[Henry Jarvis Raymond]] (krouer an ajañs [[Associated Press]] e [[1856]]) ha gant [[George Jones]]. En {{XXvet kantved}} e oa bet tapet brud gant ar gazetenn, betek en estrenvro. E-pad [[Brezel Vietnam]] e oa bet o furchal e teulioù kuzh pe damguzh an arme hag ar gouarnamant, ha diskuliet he doa ar wirionez war ar brezel-se, pa glaske gouarnamant ar Stadoù Unanet livañ an traoù en un doare tuek. Da-heul ar pennadoù-se, embannet e miz Mezheven 1971, e voe kaset an [[New York Times]] dirak al lez-varn.
 
Gant [[The New York Times Company]] eo perc'hennet ar gazetenn, kenkoulz ha kazetennoù all, evel ''[[The Boston Globe]]''. Kenlabourat a ra gant pemdeziegoù all, an ''[[New York Herald Tribune]]'' hag ar ''[[The Washington Post]]'', evit embann an ''[[International New York Times]]'', anvet gwechall ''International Herald Tribune'', a vez embannet e [[Pariz]].