Kredo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
==Daou stumm==
 
A-viskoazh e ouie an Iliz ober gant daou stumm eus ar C'hredo, ur stumm hir hag ur stumm « skañvaet », aesoc'h da zeskiñ dre 'n eñvor <ref>S.o. Nicole Lemaître ''et alii'', ''Dictionnaire culturel du christianisme'', Cerf-Nathan 1994, ''s.v. Concile, Credo, Symbole''.</ref>.
 
* An eil a zo ar stumm bet termenet gant [[Senedoù-Iliz]] [[Nikaea]] (325) ha [[Kergustentin]] (381). Kregiñ a ra e latin gant ''Credo in unum Deum''. N'eus ket ken pell zo, en ilizoù katolik, e veze kanet d'ar Sul ha d'an deizioù gouel e-pad an oferenn-bred. Dont a rae war-lerc'h al lennadennoù eus an Ebestel hag an Aviel ha sarmon ar beleg (« homelienn » a lârer bremañ) e-giz un asant d'ar pezh a oa bet klevet. Kanet e veze a-bouez penn gant an ilizad a-bezh, aliesañ war an ton bet savet er 17vet kantved gant Henry Du Mont (1610-1684) : en ur mod dic'hortoz, Iliz Rom a zifenne c'hoari an ograoù e-pad ar C'hredo ha ne vo ket kavet er muzik klasel ur C'hredo heuilhet gant ur benveg bennak…