Kredo : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→Daou stumm: Kantikoù Kemper ha Leon. 1949. Kredo |
|||
Linenn 7:
A-viskoazh e ouie an Iliz ober gant daou stumm eus ar C'hredo, ur stumm hir hag ur stumm « skañvaet », aesoc'h da zeskiñ dre 'n eñvor <ref>S.o. Nicole Lemaître ''et alii'', ''Dictionnaire culturel du christianisme'', Cerf-Nathan 1994, ''s.v. Concile, Credo, Symbole''.</ref>.
<gallery>
Restr:Cantiques Quimper et Leon. Couverture 1.jpg|vignette|Kantikoù Kemper ha Leon. 1949. Goloenn 1
Restr:Cantiques Quimper et Leon. Credo-12-13.jpg|Kantikoù Kemper ha Leon. 1949. Kredo-12-13
</gallery>
* An eil a zo ar stumm bet termenet gant [[Senedoù-Iliz]] [[Nikeia]] (325) ha [[Kergustentin]] (381). Kregiñ a ra e latin gant ''Credo in unum Deum''. N'eus ket ken pell zo, en ilizoù katolik, e veze kanet d'ar Sul ha d'an deizioù gouel e-pad an oferenn-bred. Dont a rae war-lerc'h al lennadennoù eus an [[Ebestel]], hag an [[Aviel]], ha sarmon ar beleg (« homelienn » a lârer bremañ) e-giz un asant d'ar pezh a oa bet klevet. Kanet e veze a-bouez-penn gant an ilizad a-bezh, aliesañ war an ton bet savet er 17vet kantved gant Henry Du Mont (1610-1684) : en ur mod dic'hortoz, Iliz Roma a zifenne c'hoari an ograoù e-pad ar C'hredo ha ne vo ket kavet er muzik klasel ur C'hredo heuilhet gant ur benveg bennak (war-bouez unanig gant [[Vivaldi]]).
* Ken kozh all eo egile, aesoc'h evit pedennoù ar pemdez. En Iliz katolik eo deuet da vezañ reol abaoe ar C'hatekiz roman embannet e 1566, da-heul [[Sened-Iliz]] [[Trento]]. Ar memes melladoù a vez kavet evel e Simbol Nikaea-Kergustentin berraet o stumm ; da skouer, kregiñ a ra gant ''Credo in Deum'' (hep ''unum''). A se an droienn c'hallek « le je-crois-en-Dieu ». Evit ober an diforc'h gant ar stumm hir e vez graet ouzh hemañ Simbol an Ebestel.
==E brezhoneg==
|