Kredo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Daou stumm: Kantikoù Kemper ha Leon. 1949. Kredo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Perrot. Bue ar Zent. p940.jpg|thumb| Kredo brezhonek 1912, e [[Bue ar Zent]] savet gant an [[Yann-Vari Perrot]], ha lakaet e yezh Treger gant [[Erwan ar Moal]] (1912, pajenn 940).]]
Ar '''Gredo'''<ref>Ger benel e [[Geriadur istorel ar brezhoneg]].</ref> pe ar '''C'hredo'''<ref>Ger gourel pe benel e Geriadur ar brezhoneg a-vremañ.</ref> zo ur [[pedenn|bedenn]] anzavet gantdiazez an holl Ilizoù kristen ; un disklêriadur an hini eo hag a zibun holl velladoù ar feiz kristen. Ar « Simbol » a vez graet eus an disklêriadur-se.
 
E gregach eo bet savet da gentañ e-giz : ''Πιστεύομεν εἰς ἕνα Θεὸν, Pisteuomen eis hena theon''. Lakaet goude e latin e-giz : ''Credo in unum Deum'' (Krediñ a ran en un Doue hepken) ha diwezatoc'h c'hoazh e yezhoù pep pobl. Ar stumm latin a zo chomet en implij en Iliz roman betek kreiz an 20vet kantved. Dre se eo chomet brudet an anv « Credo » betek bezañ implijet en ur ster ledan gant meur a yezh.