Anatol ar Braz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Plaken enskrivet war an ti ganedigezh e Sant-Servez-Kallag; peulvan er Koad ar Barzh e Landreger
Linenn 24:
 
Anatol ar Braz <ref>http://sallevirtuelle.cotesdarmor.fr/EC/ecx/consult.aspx?image=090025481591779</ref>a oa bet ganet e [[Sant-Servez-Kallag|Sant-Servez]] ([[Aodoù-an-Arvor]]). Bet e oa e dad, Nikolaz ar Bras, o labourat evel mestr-skol e skolioù publik un tamm e pep lec’h e [[Breizh]], e Treger dreist-holl. E vamm, Jeanne ar Gwiader, a oa skolaerez ivez. Tremen a reas eta e vugaleaj e [[Bulien]], [[Plouilio]], [[Planiel]], [[Ploubêr]] ha [[Perwenan]]. Pa oa bugel e tremene ivez ar vakañsoù e [[Bro-Dreger]], ha gant ar vro-se dreist-holl eo bet awenet holl e oberenn.
 
<gallery>Restr:Saint-Servais-Callac. Plaque Anatole Le Braz.jpg|Plakenn Anatol Ar Braz, e Sant-Servez-Kallag</gallery>
 
Kregiñ a reas da skrivañ e anv gant ur Z abalamour ma kave hegazus bezañ anvet "le bras" gant ar C'hallegerien na zistagent ket an S.
Linenn 39 ⟶ 41:
 
Goude marv e wreg e 1906 ez eas d'ober un droiad prezegennoù d'ar [[Stadoù-Unanet]]. Ur prezegour ampart ha bourrus e oa ha kalz beajoù a reas da [[Suis|Bro-Suis]], ha, dreist-holl d'ar [[Stadoù-Unanet]] e lec'h ma reas anaoudegezh gant e eil gwreg. E 1911 e tistroas d'ar vro da gomz da-geñver gouelioù savet evit lidañ an Unvaniezh e Roazhon. Daoust da eneberezh ar re a oa er gouarnamant e tisplegas e brezegenn e brezhoneg. Bevañ a reas er Stadoù-Unanet e-pad ar [[Brezel bed kentañ]] hag atizañ a reas an Amerikaned da gemer perzh er brezel dre e brezegennnoù evel ma c'houlenne ar gouarnamant gall digantañ. Lazhet e voe e vab war an talbenn e [[1916]] ha mervel a eure e wreg ivez e [[1919]]. Addimeziñ a reas gant un amerikanez all : Mari Lusinda Davvinson e [[1921]] e Pariz. Adkregiñ a reas da gelenn e [[Roazhon]] e [[1920]] hag eñ klañv dija. Mervel a reas 5 bloaz goude, e [[Menton]] diwar ur c'holl-gwad trumm. Douaret eo e [[Landreger]].
 
<gallery>Restr:Anatole Le Braz. Stèle 1.jpg|Peulvan Anatol Ar Braz er Koad ar Barzh, war lez ar Gindi, e Landreger</gallery>
 
== Oberennoù==