Itron Varia Stalingrad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 4:
Ar skeudenn gwirion a zo diskouezet en Iliz [[Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche]] e [[Berlin]], padal kopiennoù a zo bet savet hag a vez diskouezet en ilizioù-veur [[Berliner Dom|Berlin]], [[Coventry Cathedral|Coventry]] ha [[Iliz katolik Sant-Nikolaz (Volgograd)|Volgograd]] evel simbol eus ar peoc'h etre an enebourien a-gozh e-pad an [[Eil Brezel-bed]].
== An dresadenn ==
An oberenn Madonna Stalingrad a zo unan simpl. Ar ment a zo 900 mm × 1200 mm. An aozour [[Kurt Reuber]] en devoa implijet [[Glaou|glaou]] evit tresañ. Ar Werc'hez Vari a zo treset gant ur chal bras. Ar mabig [[Jezuz Nazaret|Jezuz]] a zo tost diouzh e dremm.
 
En tu dehoù eus an dresadenn e kaver ar gerioù ''Licht, Leben, Liebe'' ("Goulou, Buhez, Karantez"), tennet eo an arroud eus [[Aviel Yann]]. Eus an tu kleiz d'an dresadenn, Reuber en devoa skrivet ''Weihnachten im Kessel 1942'' ("[[Nedeleg]] er Sez 1942") hag en traoñ ''Festung Stalingrad'' ("Kreñvlec'h Stalingrad"). Kessel ("Chidhouarn"), a oa an doare termeniñ alamanek implijet evit ober eus ur zonenn milourel enkelc'hiet. ''Festung Stalingrad'' a oa anv ar [[6vet lu (Werhmacht)|6vet lu Alaman]] enkelc'hiet e Stalingrad a oa implijet er propaganda Nazi.
 
== Goude an Eil Brezel-bed ==
Tresadenn Reuber hag e lizhiri a voe embannet nebeut amzer goude fin an [[Eil brezel-bed]]. Ar beleg er morlu [[Arno Pötzsch]] en devoa skrivet ul levr barzhoniezh koun titlet Madonna Stalingrad e 1946. an oberenn a zo deuet da vezañ ur simbol a peoc'h kreñv e-pad mare ar [[Brezel Yen]]. Implijet e voe ivez er vitologiezh eus [[Emgann Stalingrad]] ha darvoudoù an Eil Brezel-bed er gevredigezh alaman. Kopiennoù a voe savet ha diksouezet en ilizioù-veur [[Berliner Dom|Berlin]], [[Coventry Cathedral|Coventry]] ha [[Iliz katolik Sant-Nikolaz (Volgograd)|Volgograd]].