Olomouc : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Olomouc-Horní náměstí.JPG|thumb|Ar blasenn vras en Olomouc]]
'''Olomouc''' (distaget [ˈɔlɔmɔu̯ʦ] e tchekeg ; ''Olmütz'' en alamaneg) zo ur gêr eus [[Moravia]], er [[Republik Tchek]]. Unan eus div gêr vras Moravia eo, gant [[Brno]], hag er Grennamzer e voe he c'hêrkêr-benn ar vro a-wechoù. E 2005 e oa {{formatnum:100752}} a dud o chom enni. Gant ar c'hêrioù bihan a zo tro-dro e tizher {{formatnum:480000}} a annezidi.
 
Sez un [[eskopti]] e voe Olomouc adalek 1063 hag un arc'heskopti adalek 1777. Ouzhpenn an iliz-veur, gouestlet da sant Václav, ez eus ilizoù all, gotek ha barok. Emañ an ti-kêr e palez kozh an eskibien (1664-1774). Ur skol-veur zo ivez.
 
E kreiz-kêr Olomouc emañ Kolonenn an Dreinded Santel, a zo bet lakaet war roll ar [[Glad bedel]] gant an [[UNESCO]].