Irish Republican Army : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
 
Darn izili an IRA a oa enebet d'an emglev. An IRA enep feur-emglev a oa bet o emsevel a-enep lu ar Stad nevez savet ar Free State Army. Ur brezel diabarzh e voe neuze etre 1922 ha 1923, ar pal a oa evit an IRA da grouiñ ur republik iwerzhonat gant tiriad an enezenn a-bezh ha dieub ouzh Bro-Saoz. Kollet e oa bet ar brezel diabarzh gant ar re enep feur-emglev. En desped da-se ar strollad a oa chomet bev met kuzh o soñjal un deiz da ziskar gouarnamant Republik Iwerzhon kement hag hini [[Norzhiwerzhon]] o vont betek penn gant Disklêriadur ar Republik e 1916.
== Orin ==
An [[Irish Volunteers]], krouet e 1913, en doa kemeret e perzh en emsavadeg an [[Emsavadeg Pask|Easter Rising]] 1916. Pal an emsavadeg a oa da echuiñ gant galloud Bro-Saoz war enezenn Iwerzhon. C'hwitet e oa bet an emsavadeg, milieroù a izili Volunteers a oa bet toullbac'het pe lakaet e kampoù, riset e oa bet an aozadur Irish Volunteers a-benn neuze. Adsavet hag adurzhiet e oa bet e 1917 gant ar brizonidi o vezañ dieubet goustadik. E-pad emvod al lu e [[Dulenn]] e miz Here 1917, [[Éamon de Valera]] a oa bet dilennet da brezidant, [[Michael Collins]] evel rener ar pourveziñ ha Cathal Brugha evel degemenner an izili, en gwirionez e oa neuze penn an obererezhioù brezel.
[[Restr:Prisoner (6417469255).jpg|thumb|Prizonidi eus an Irish Republican Army enebet d'an emglev gant Bro-Saoz ambrouget gant soudarded an [[National Army (Iwerzhon)|National Army]], diaz al lu nevez a oa ez tud eus an IRA ivez.]]
[[Rummad:Istor Iwerzhon]]