Filmoù skiant-faltazi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lamet kuit eo bet ar restr ''Darth_Vader_rogue_one.jpg'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant Jcb
Linenn 1:
[[Restr:Terminator Exhibition T-800 - Menacing looking shoot.jpg|thumb|An Terminator [[T-800]] eus an heuliad filmoù [[Terminator (heuliad filmoù)|Terminator]]]]
[[Restr:Starship-troopers-german-division-03.jpg|thumb|Soudarded egorel e [[Starship Troopers (film)|Starship Troopers]].]]
 
[[Restr:Darth Vader rogue one.jpg|thumb|[[Dark Vador]] eus [[Star Wars]]]]
Ar '''filmoù Skiant-faltazi''' zo un doare filmoù diazzezet e bed ar skiant-faltazi, o lakaat war-raok darvoudoù, tudennoù ha dreist-holl teknikoù ha n'int ket degemeret evel posubl gant ar skiant diazez. Kaoz a vez er sinema-se eus boudoù-bev nann douarel, bedoù treoabl, donezonoù dreistordinal, beajoù en amzer. An holl doareoù-se a zo kemmesket gant nijerezhioù egor, robotoù, beajoù etre-steredel ha teknologiezhoù dianav d'ar skiant denel a-vremañ.
Ar filmoù skiant-faltazi a zo bet un doare implijet lies evit degas ar gaoz war kudennoù politikel ha sokial. Un digarez int ivez evit lakaat ar preder war tonkad [[Mab-Den]] en amzer dazont. Alies ez eo diazezet ar sinema skiant-faltazi war skridoù skiant-faltazi. Ar gudenn a-sav eo n'eo ket ken gwirion ar sinema skiant-faltazi dre ma n'eo ket ar filmaozerien skiant-faltazi tud arbenikaet war an doare lennegezh-se. Al lennegezh diazez a glask chom an tostañ posubl eus ar gwirvoud an diforc'hioù etre ar bed gwirion hag ar bed skiantel taolennet a rank bezañ munut ha chom posubl.