Treuznistria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
liammoù
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 72:
}}
 
'''Treuznistria''' a zo un rannvro disranner lec'hiet e-barzh tachenn ofisiel republik [[Moldova]]. Daoust ma n'eo anavezet gant stad ebet ha daoust ma'z eo ''[[de jure']]'' un darn eus [[Moldova]] ez a d'ober ''[[de facto]]'' ur stad dizalc'h gant an anv '''Republik moldov an Dniestr''' (e moldoveg: Република Молдовеняскэ Нистрянэ/Republica Moldovenească Nistreană; e rusianeg: Приднестровская Молдавская Республика (Pridnestrovskaia Moldavskaia Respoublika); en ukraineg: Придністровська Молдавська Республіка (Pridnestrovs'ka Moldavs'ka Respublika)), ha graet anezhi ivez '''Pridnestrovia''' gant ar rusianegerien ha '''Transnistria''' gant ar roumanegerien, '''Transnistria''' e lec'h all, ha '''Treuznistria''' e brezhoneg, ar pezh a dalv kement hag «en tu-hont d'an Dniestr » (''Nistru'' e [[roumaneg]]). Lec'hiet emañ war-du ar reter eus [[Dniestr]], etre an dachenn dindan gontroll ar gouarnamant moldovat hag [[Ukraina]]. E 1991 eo disrannet ar rannvro-se, poblet gant tud a gomz yezhoù slavek dre vras ha renet gant ur gouarnamant komunour.