Erika Kornélia Szeles : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Erika Kornélia Szeles''' ('''Szeles Erika Kornélia''', hervez ar stumm [[hungarek]]), ganet d'ar [[6 a viz Genver]] [[1941]] e [[Budapest]] hag aet da Anaon d'an [[8 a viz Du]] [[1956]] e [[Budapest]], a oa ur stourmerez hungariat enep-komunour a voe lazhet d'an oad a 15 vloaz e-pad [[Dispac'h Hungaria 1956|Reveulzi Hungaria 1956]] pa oa o stourm en un emgann straed a-enep nerzhioù al [[Lu Ruz]].
 
== Yaouankiz ==
Ganet e voe Erika e 1941 en ur familh [[Yuzevien|yuzev]], ha desavet e voe gant he mamm dreist-holl dre ma oa bet kaset he zad d'ar c'hamp-bac'h Nazi lec'h ma varvas. Tra ma oa eus he mamm ur gomunourez gredus ha strizh anezhi, Erika a zeuas da vezañ enep-komunourez dindan levezon hehec'h amourouz.
 
Studierez e oa da gentañ en ''Dobos C. József Vendéglátóipari Szakképző Iskola'' e [[Pest]], ha goude-se e voe keginerez deraouat en ostaleri Hotel Béke e Teriz Kvrut 43, Budapest.