Dodekanesa : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Dodekanes.png|thumb|right|300px|Kartenn eus Dodekanesa]]
An '''Dodekanesa''' (Δωδεκάνησα, en [[henc'hresianeg]] ''Dōdekánēsa'', e [[gresianeg|gresianeg a vremañ]] ''Dodekánisa'', en [[italianeg]] ''Dodecaneso'', e [[turkeg]] ''Oniki Ada'') zo un [[enezeg]] eus an [[Enezvor]] a vod en tu all da 160 enezenn hag enezennouigoù, en o mesk 26 enezenn didud. Hec'h anv a dalvez « daouzegdaouzek (''dōdeka'') enezenn (''nēsos'') ».
 
Emaint e-maez da aod gevred Turkia, e su [[Samos|Enez-Samos]] hag e biz [[Kreta]]. Bevennañ e ra Mor Kreta er reter<ref>Peter Saundry, C.Michael Hogan & Steve Baum. 2011. [http://www.eoearth.org/article/Sea_of_Crete?topic=49523 ''Sea of Crete''. Encyclopedia of Earth. Eds.M.Pidwirny & C.J.Cleveland. National Council for Science and Environment. Washington DC.]</ref>. Ul lodenn eus strollad an Inizi Sporades eo inizi an Dodekanesa. Un istor pinvidik o deus hag e kalz anezhe, e-touez ar re vihanañ zoken, e kaver ilizoù [[Impalaeriezh Bizantion|bizantat]] ha kastelloù eus ar [[Krennamzer|Grennamzer]].