Meredydd Evans : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Meredydd Evans''' (9 Kerzu 191921 C'hwevrer 2015) a oa un dastumer hag ur c'haner kanaouennoù hengounel e kembraeg. Ganet e voe Meredydd Evans..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Meredydd Evans''' ([[9 Kerzu]] [[1919]] – [[21 C'hwevrer]] [[2015]]) a oa un dastumer hag ur c'haner kanaouennoù hengounel e [[kembraeg]].
 
Ganet e voe Meredydd Evans (pe '''Merêd''', evel ma veze lesanvet) e [[Llanegryn]], e [[Sir Feirionnydd|Meirionnydd]], ha desavet e voe e [[Tanygrisiau]]. Kregiñ a reas da ganañ sonioù hengounel gant e vamm, a oa kanerez ivez, pa oa bugel. Studiañ a reas ar sonerezh e [[Skol-veur Bangor]]. E 1954 e enrollas un dastumad sonioù kentañ gant [[Folkways Records]] e [[New York]], ma oa oc'h ober un dezenn prederouriezh e [[Skol-veur Princeton]]. Ur wech distroet da Gembre ez eas d'ar skol-veur da gelenn prederouriezh, a-raok bezañ anvet da rener an abadennoù dudiamant e BBC Kembre. Eno e produas e-leizh a abadennoù skinwel, evel ''Fo a Fe'', ''Ryan a Ronnie'' ha ''Hob y Deri Dando''. Embann a reas ivez meur a zastumad kanaouennoù kembraek, gant e wreg Phyllis Kinney.<ref>Sain (Recordiau) Cyf. (Caernarfon, Kembre)</ref>
 
Peoc'hgarour e voe a-hed e vuhez, evit abegoù relijiel. Nac'h a reas mont d'an arme e-pad an [[Eil Brezel-bed]] ha kaset e voe dirak al lez-varn evit se.