Diforc'hioù etre adstummoù "Pedro Iañ Kastilha"

D
hervez Termofis
D (→‎E varv : All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Link FA|es}} using AWB (10902))
D (hervez Termofis)
Goude an emgav gant [[Afonso IV]], [[roue Portugal]], ez eas Pedro da [[Andalouzía]] da stourm ouzh [[Alfonso Fernández Coronel]], a oa en em savet en Aguilar, met ret e voe dezhañ leuskel tud all da ren ar brezel-se rak en hanternoz e vreur Enrique o kreñvaat e zifennoù en [[Priñselezh Asturiez|Asturiez]]. Ne voe ket pell evit ober d'e vreur plegañ dezhañ, hag hennezh neuze da ziskouez [[morc'hed]] bras. Ken prim all e tic'hoantas e vreur all [[Tello de Castilla|Tello]] d'en em sevel. Ma c'hallas distreiñ da Andalouzia ken sioul ha tra, en 1353, da lakaat Fernández Coronel d'ar marv.
 
En amzer-se dija e oa serc'heg da [[María de Padilla]]. Goude erruet e Valladolid e zavez-pried, [[Blanca de Borbón]], e timezas dezhi d'an 3 a viz Gouhere 1353, dre abeg a stadStad. Hogen kuitaat a reas Blanca a-benn daou zevezh, war zigarez ma ne oa ket paeet gant Bro-C'hall an [[argouroù]], ha gourc'hemenn a reas he serriñ en [[Sigüenza]] ha goude en [[Alcázar Toledo]]; diwar-se ez eas da fall an darempredoù gant [[Bro-C'hall]], kouezhañ a reas Alburquerque hag emsavadeg a voe en [[Toledo]] da gentañ, hag e meur a gêr all buan a-walc'h .
 
En 1354, ha goude an emsavadeg, e tennas e garg digant an alguacil mayor, hag an holl re a oa bet roet kargoù dezho gant Alburquerque, hag en o lec'h e lakaas tud eus tiegezh Padilla, e vignoned nevez. Terriñ a eure [[Juan Núñez de Prado (Mestr Urzh Calatrava)|Juan Núñez de Prado]] eus e garg a Vestr Urzh Calatrava, ha reiñ mestroniezh an Urzh da [[Diego García de Padilla]], breur María, ha hennezh a lakeas e ziaraogad d'ar marv en [[kastell Maqueda]], a oa d'an Urzh, labour kaset da benn gant daouarn [[Diego López de Porras]].
8 237

modifications