Pedro Iañ Kastilha : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 12:
Ganet e oa e tour manati Santa María la Real de Las Huelgas, en kêr [[Burgos]]. Mab e oa da [[Alfonso XI]] (1311–1350) ha da [[Maria Portugal]] (1313–1357). E vamm a oa merc'h da [[Afonso IV]], [[roue Portugal]], ha hi eo "A fermosíssima Maria" (Maria kaer-meurbet) er varzhoneg [[Os Lusíadas]] gant [[Luís de Camões]]. Ganti e voe savet en [[alcázar Sevilla]], pa veze e dad o vevañ gant e serc'h [[Leonor Núñez de Guzmán‎]]. Desket e voe gant ar Portugalad [[Juan Alfonso de Alburquerque]].
 
En 1335, pa ne oa ket bloaz c'hoazh, e voe kaset kannaded saoz d'e dad Alfonso IX gant ar [[roue saoz]] [[Edouarzh III]] da ginnig e verc'h Isabel da zimeziñ da Bedro. Re abred e kavas Alfonso ar c'hinnig, hag unan all a voe graet seizh vloaz goude, e 1342, da ginnig ur verc'h all, Joan. Kement-se ne oa nemet derou an emell a raio Pedro diwezhatoc'h er brezel kant vloaz, etre Saoz ha Gall.
 
===Derou e ren===
D'ar 26 a viz Meurzh 1350, e varvas [[Alfonso XI]] gant ar vosenn pa oa o lakaat seziz war [[Gibraltar]]. Neuze e voe anvet e vab Pedro da roue Kastilha ha León? e Sevilla, pa n'en doa ket tapet e seitek vloaz c'hoazh. Bec'h a savas etre ar c'hostezennoù a bep seurt a oa en-dro d'ar galloud: ar vugale en doa bet ar roue Alfonso XI gant [[Leonor de Guzmán]], infanted [[Kurunenn Aragon]], kendirvi ar roue ha re e vamm, ar rouanez kozh [[Maria de Portugal]].
 
Da gentañ edo ar galloud gant ar rouanezh kozh hag he mignon ha kelenner portugalat [[Juan Alfonso de Alburquerque]].
 
Da gentañ edo ar galloud gant kostezenn ar rouanez-vamm ha [[Juan Alfonso de Alburquerque]], kelenner portugalat ar roue yaouank. Hag ar Portugalad, gant aon rak itrikoù [[serc'h]] kozh ar roue Alfonso, [[Leonor de Guzmán]], a alias ar roue Pedro da vac'hañ e vreudeur, ar c'hont [[Enrique II Kastilha|Enrique de Trastámara]] ha [[Mestr Meur]] [[Urzh Santiago]] [[Fadrique Alfonso de Castilla]], ar pezh a reas d'ar re-se fuloriñ hag emsevel. Koulskoude e voe pardonet gant ar roue nevez, dre ma tostae da [[Sevilla]], d'ar re a oa oc'h ambroug korf e dad ha gant e vamm ez eas d'o arbenn pellik diouzh kêr.