Pedro Iañ Kastilha : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 12:
Ganet e oa e tour manati Santa María la Real de Las Huelgas, en kêr [[Burgos]]. Mab e oa da [[Alfonso XI]] (1311–1350) ha da [[Maria Portugal]] (1313–1357). E vamm a oa merc'h da [[Afonso IV]], [[roue Portugal]], ha hi eo "A fermosíssima Maria" (Maria kaer-meurbet) er varzhoneg [[Os Lusíadas]] gant [[Luís de Camões]]. Ganti e voe savet en [[alcázar Sevilla]], pa veze e dad o vevañ gant e serc'h [[Leonor Núñez de Guzmán‎]]. Desket e voe gant ar Portugalad [[Juan Alfonso de Alburquerque]].
 
En 1335, pa ne oa ket bloaz c'hoazh, e voe kaset kannaded saoz d'e dad Alfonso IX gant ar [[roue saoz]] [[Edouarzh III]] da ginnig e verc'h Isabel da zimeziñ da Bedro. Re abred e kavas Alfonso ar c'hinnig, hag unan all a voe graet seizh vloaz goude, e 1342, da ginnig ur verc'h all, Joan. Kement-se ne oa nemet derou an emell a raio Pedro diwezhatoc'h er [[brezel kant vloaz]], etre Saoz ha Gall.
 
===Derou e ren===