Republik Firenze : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1783490 a-berzh Leoniz (kaozeal)
Tikedenn : Dizober
Linenn 12:
E 1494 e krogas an eil marevezh republikan e Firenze pa voe un emsavadeg e kêr, ha kaset kuit [[Pietro de' Medici]], tamallet dezhañ bezañ pleget da c'hoantoù ar roue gall [[Charlez VIII]] a oa o treuziñ ar vro da aloubiñ rouantelezh Naplez hag a felle dezhañ distagañ [[Pisa]], [[Sarzana]] ha [[Livorno]] diouzh [[dugelezh Firenze]].<br />
Levezonet e oa ar republik nevez gant ur manac'h dominikan, [[Girolamo Savonarola]] ([[1452]]-[[1498]]) a veze o prezeg hag a rae berzh bras e Firenze abaoe marv [[Lorenzo de' Medici]] en [[1492]]. <br />
Padout a reas ar republik betek 1512, pa zistroas [[Lorenzo II de' Medici]], mab da [[Pietro de' Medici]] (1554 – 1604) ha niz da [[Lorenzo de' Medici]] , gant skoazell ar pab [[Jul II]] a oa e penn ar [[Kevre Santel|C'hevre Santel]]: [[Raimond de Cardona]], e penn un arme spagnol, a aloubas ar [[Mugello]] hag a reas freuz a reuz gwashañ ma c'hallas e [[Prato]] ha [[Campi Bisenzio]]. Ma rankas tud Firenze plegañ da zistro ar Medici.
 
===Republik 1527-1532===