Patatez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
 
== An anvioù ==
E brezhoneg e vez lavaret koulz '''patatez''' hag '''avaloù-douar'''. An eil a vez kavet kentoc'h eus tu norzh ar vro hag egile er su, met kenvevañ a ra an daou anv e gwirionez<ref>Atlas yezhoniel Breizh-Uhel, Pêr ar Rouz, kartenn 20, gwelet amañ [http://sbahuaud.free.fr/ALBB/Kartenn-020.jpg].</ref>. Ar stumm '''pato''' (/pa'toˑ/) a vez klevet e tu Kernev-Uhel, ha betek e [[Plougonven]], e [[Treger]].
 
==Rummadoù==
*Ar re abred: a vo tennet 90 devezh well-wazh goude dezho bezañ bet hadet
*Ar re damabred: a vo tennet a-raok 110 devezh goude dezho bezañ bet hadet.
*Ar re damdiwezhat: a chomo 120 devezh en douar.
*Ar re diwezhat: a chomo etre 120 ha 140 devezh en douar a-raok na vo torret an erv warne. Mat e vezont da viret.
 
An daou seurt kentañ, abred ha damabred, a vez tennet pa grog ar c'horz anezho da grazañ, e-tro 110 devezh .
 
Ar patatez prim a vez tennet a-raok dezho mont en o azv, pa gomañs o c'horz dont melen. Tud so a gav mat ar frouezh pe al legumaj pa ne vezont ket en o ment pe en o blaz c'hoazh. Gwelloc'h e vijent. Seul vihanoc'h, seul welloc'h, emezo.
 
Adalek 120 devezh bet en douar e vez graet ''avaloù nevez'' eus ar re gentañ a vez tennet. Troc'hañ a ra an nen ar c'horz warne an aliesañ evit ma chomint un tamm c'hoazh. Goude-se e vez graet ''avaloù douar diwezhat'' eus a re a vo miret un nebeud mizvezhioù e freskijenn ar c'hav teñval, dre ma vint debret, nepell diouzh ar boutailhadoù gwin ruz (dre ma vint divontet d'o zro).
 
== Notennoù ha daveennoù ==