Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Ma zoare da welout an istor: An deiziadurioù Ab Urbe Condita
Diwar ar relijion
Linenn 20:
* An dra e dremenn a raok pep tra. Ma'z e vez tu da arguziñ goude diwar an dra, pe a du, pe a enep, ne c'heller ket cheñch an dra.
* Ur gwir istorour ne zle biskoaz sevel a du gant ur gostezenn, memes gant e hini. Ur gwir istorour a zo neptu. Ar re all n'eo ket nemet politikourien.
 
=== War ar relijion ===
Dizouead klok on. N'am eus kreden ebet evit doue na doueez ebet, na pagan, na kristen, n'hag all.
 
Hollboellour ha laik on.
 
Padal, n'on ket enepkloer tamm-ebet, kent ne glasko den da ober ganiñ dre ret . Memes tra war ar pezh a sell ar Jakobined hag al laiked pellañ.
 
Badezet on bet, ha desket war ar relijion (komunionoù, kouzoumenn ha tout). Dimezet dre an iliz, badeziet ma bugale ivez, dre doujañs evit tud-a-feiz ar familh.
 
Aet on er maez eus ar relijion pa'z am eus kroget da studiañ sevenadurioù ha relijionoù kozh, ken doujadus an eil hag eben. Gallout a ran komprenn, ha mont a du a-wechoù, gant prederouriezh ur relijion pe un all, evel just, mes nann evit krediñ diwar un doue bennak, pe doueezed, boudiged, kornandoned a bep seurt.
 
An doujañs n'am eus nemet evit skeudenn ar Vamm, hag ar Vamm-Gozh, pa'z e ro buhez d'he bugel, pa'z e ro da zenañ, pa'z en sav, pa'z emañ en glac'har.
 
=== Evit ar pezh a sell an deiziadurioù ===