Andreas Baader : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 33:
E miz mezheven [[1972]], Baader, [[Gudrun Ensslin|Ensslin]], [[Ulrike Meinhof|Meinhof]], [[Jan-Carl Raspe|Raspe]],ha [[Gerhard Müller]], ar pennoù kentañ an RAF a vo arzet ha lakaet en toull bac'h.
 
Ar prederour [[Jean-Paul Sartre]] en em gavas gant Andreas Baader, ar 4 a viz kerzu 1974, en e log e [[Stuttgart]], evit kaozeal diwar-benn stad karc'haridegezh ar prizoniadoù-se, diskrivet evel «jahinerezh dre zifuadur» gante.
 
E miz ebrel [[1977]], goude 192 devezh prosez e Stammheim, kondaonet eo bet Andreas Baader rak lazheadennoù d'ar bac'hadur hed-buhez.
 
=== Marv ===
 
An 13 a viz here [[1977]], 4 ezel ar [[Talbenn ar Bopl evit Dishualded Palestina]] a zihent ur c'harr-nij, ar nij 181 Lufthansa dibradet eus [[Palma de Majorque]] evit [[Frankfurt-am-Main]], en ur skrapañ 81 mac'hiad. O fenn a c'houlenn an dieubidigezh evit 11 prizoniad izili an RAF toull-bac'het e [[Stammhein]]. Ar c'harr-nij az a evit echuiñ da [[Mogadiscio]], e [[Somali]]. An abadenn a echuo an 18 a viz here, gant emellerezh ur strollad ispisiallu [[Alamagn]].
Hervez an testennoù kefridiel, [[Jan-Carl Raspe|Rapse]] en devoa desket ar c'hwitadenn an taol-esae dre ur skingomz ha komzet en devoa gant Baader, [[Gudrun Ensslin|Ensslin]] ha [[Irmgard Möller]], evit kenurzhiañ ur pakt emlazhadenn a-stroll. E-pad ar beure, Baader ha [[Jan-Carl Raspe|Rapse]] a zo kavet marv dre volet en o log, [[Gudrun Ensslin|Ensslin]] zo krouget, ha Möller gant 4 zaol gontell e-barzh e gof met chom bev.