Vespasiano Gonzaga : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Vespasiano Gonzaga''' (1621 – 1687) a oa ur brezelour italian. Mab e oa da Cesare II Gonzaga, dug Guastalla, ha brezeliñ a reas evit Spagn. E 1646 e timeza..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 28 C'hwe 2018 da 10:56

Vespasiano Gonzaga (1621 – 1687) a oa ur brezelour italian.

Mab e oa da Cesare II Gonzaga, dug Guastalla, ha brezeliñ a reas evit Spagn.

E 1646 e timezas d'ar Spagnolez María Inés Manrique de Lara (marvet e 1679), dekvet kontez Paredes de Nava.

E 1669 e voe anvet da vesroue Valencia.

E 1678, pa varvas e vreur Ferrante III hep mab pennhêr, e c'houlennas Vespasiano hêrezh Dugelezh Guastalla, met enebiezh a savas outañ gant an impalaerez Eleonora Gonzaga-Nevers, moereb da Ferdinando Carlo, dug Mantova, che dimezet da Anna Isabella Gonzaga, hêrez Dugelezh Guastalla. Ouzhhpenn da se e timezas e genderv Vincenzo Gonzaga da Maria Vittoria Gonzaga.