Moullañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Moullañ gwechall... thumb|... ha moullañ bremañ '''Moullañ''' a reer eus an hollad tekni..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Moullañ''' a reer eus an hollad teknikoù implijet evit eiladiñ a-vras [[Skrivañ|skridoù]] ha skeudennoù, war [[Paper|baper]] peurliesañ pe war draoù all.
 
E [[Sina]] e voe moullet an testennoù kentañ, gant tammoù prenn engravet a veze lakaet liv warno ha gwasket war lien pe war baper. Moullet e voe war tammoù seiz ken abred an [[Tierniezh Han|Dierniezh Han]] (war-dro [[-220]]). Ar skouerioù kentañ eus testennoù moullet war baper a voe er {{VIIvet kantved}}. A-benn an {{IXvet kantved}} e veze implijet an teknik-se da vat e Sina, ha ''[[Soutra an Diamant]]'', al levr kentañ a voe moullet evel-se, a zeuas er-maez een [[868]].
 
Erruout a reas an teknik-se en [[Europa]] a-benn [[1300]] pe war-dro. Implijet e voe da gentañ evit moullañ war lien. A-benn 1400 e teuas ar paper da vezañ implijet muioc'h en Europa, hag a-benn 1425 e voe ar moulladurioù kentañ war baper. E-kreiz ar {{XVvet kantved}} e veze moullet levrioù a-bezh.