Orderic Vitalis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Orderic Vitalis''' ([[1075]] - [[1143]]) a oa ur c’hronikour saoz eus ar Grennamzer. Sellout a reer ouzh e levr latin ''Historiae Ecclesiasticae'' evel unan eus ar mammennoù pouezusañ evit studiañ istor an Normaned e [[Bro-Saoz]] hag e [[Bro-C'hall]].
[[File:M%C3%A9daillon_m%C3%A9morial_d%27Orderic_Vital.JPG|thumb|290px]]
 
== E vuhez ==
Diwar-benn e vuhez e ouzer ar pezh a gont e-unan e levr 4 e ''Historiae Ecclesiasticae''. Ganet e oa bet e 1075, ha badezet Orderic (pe ''Ordericus''), e keriadenn Atcham, e-kichen [[Shrewsbury]], e kornôg Bro-Saoz, nepell diouzh [[Kembre]]. Gall e oa e dad ''Odelerius'', ur [[beleg]] e servij [[Roger Montgomery, 1añ kont Shrewsbury]], ha Saozez e oa e vamm moarvat. Bevañ a reas e [[Shropshire]] betek an oad a 11 vloaz ha neuze e voe kaset da vout kloareg da vanati [[Saint-Evroul-en-Ouche]], ur [[manati]] Beneadiz e [[Normandi]].<ref>David Walker, ''The Norman Conquerors'' (Abertawe, 1977), p. 23.</ref> Gant ar venec’h eno e voe adanvet Vitalis (pa oa anvet Orderic hepmuiken a-raok), rak diaes e kavent distagañ e anv-badez [[saoznek]]. Diwezhatoc’h e sino e skridoù gant an daou anv, Ordericus ha Vitalis, hag ouzhpennañ a rae ivez an anv ''Angligena'', da lavaret eo « genidik a Vro-Saoz ».