Erwan Helouri : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Skeudennoù: Ardamezioù; Testamant
Kempenn
Linenn 1:
__NOTOC__
[[File:Weyden_Ivo.jpg |thumb| [[Sant Erwan]], gant [[Rogier van der Weyden]]. ]]
[[SkeudennRestr:St Yves Treguier 2005 petiteWeyden_Ivo.jpg|thumb|250px|right|Pardon [[Sant Erwan e [[Landreger]]
[[Rogier evan mizder MaeWeyden]], 2005''c.'' [[1450]]]]
[[Restr:St Yves Treguier 2005 petite.jpg|thumb|Pardon Sant Erwan e [[Landreger]]
Mae 2005]]
[[Image: SantIvo.jpg|thumb|200px|left|Sant Erwan entre ar pinvig hag ar paour. Prennenn liesliv, XVIvet kantved, [[iliz-veur Kemper]])]]
[[FileRestr:Chef de Saint YvesSantIvo.jpg|thumb|left|200px| Penn left|"Sant Erwan entre ar pinvig hag ar paour"
Prennenn liesliv, Landreger.XVIvet kantved
[[Iliz-veur Kemper]]]]
[[ImageRestr: Praalgraf St. Yves.JPG|thumb|150px|Monumant en [[Iliz-veur Landreger]]]]

Ur [[sant katolik]], brezhon e orin, eo bet [[sant Erwan]], eil patron [[Breizh]] war-lerc'h [[Santez Anna]] ha patron an [[alvokad]]ed. Lidet e vez e ouel d'an [[19 Mae|19 a viz Mae]].

Ganet e voe '''Erwan Helouri''' d'ar [[17 Here|17 a viz Here]] [[1253]] e Kervarzhin, tost da [[Landreger]], e parrez [[Ar Vinic'hi]], en amzer an dug [[Yann Iañ (dug Breizh)|Yann Iañ]]. Eus an noblañs izel e oa e dad.

E vamm Azou a Genkiz a oa leun a feiz ha don he deoliezh. Menegiñ a reer alies he diskleriadenndisklêriadenn : ''« Bevit, ma mab e doare da zont da vezañ ur sant. »''

E-pad 10 vloaz, (eus [[1267]] da [[1277]]), e studias Erwan ar [[feizoniezh]] hag ar gwir e [[skol-veur [[Pariz]]. Er mare-se e oa [[Tomaz Akwino|Sant Tomaz Akwino]] o kelenn ar feizoniezh eno. Goude-se ez eas Erwan da skol-veur [[Orleañs]] evit studiañ ar [[Gwir (lezenn)|gwir]] foran e-pad daou vloavezh.

Adalek an oad a 27 vloaz e voe fiziet en Erwan ar garg a varner-ilizofisial (« official » e gallegbarner-Iliz) e [[Roazhon]] da gentañ e-pad 5 bloavezh, hag e [[Landreger]] da c'houde, dre ma oa bet galvet da zont eno gant an Eskob.[[eskob]] Guillaume de La Roche-Tanguy.

Neuze e voe beleget Erwan hag ouzhpenn e garg a varner-Iliz e voe fiziet ennañ ar garg a [[person|berson]] e [[Tredraezh]] da gentañ, ha goude [[1292]] e [[Louaneg]] betek e varv e 1303.

Un den a-bouez e oa ar barner-Iliz staget ouzh an [[ofisialded]], [[lez-varn]] an eskob. Barn a rae ar prosezoù a denne d'ar [[kloareg|gloer]], d'ar [[studier]]ion, d'an intañvezed, d'an [[emzivad]]ed, ar re a denne d'an aferioù relijiel pe d'ar c'hudennoù arc'hant stag ouzh an aferioù tiegezh.

Daoust dezhañ bezañ barner e kemere ivez al labour a [[alvokad]], dreist-holl hini '''alvokad ar re baour''', rak merzet en doa e ranke alies an dud izel en em zifenn o-unan er prosezioù, gwell pe well. Lavarout a rae dezho : ''« Touit dirazon eo reizh hoc'h afer hag ho tifennin evit netra. »'' Da neuze ne c'helle netra e herzel, nag ar skuizhder - rankout a reas mont alies da vreutaat e [[Teurgn]].

Galvet e veze dibaouez gant parrezioù [[Bro-Dreger]] da vont da brezeg eno. Mont a rae betek enno, war droad evel-just, evel ar beorien. C'hoarvezout a rae dezhañ alies prezeg peder pe bemp gwech en hevelep deiz, e peder pe bemp iliz disheñvel, hag ar fideled a yae a barrez da barrez d'e selaou.

Maner Kervarzhin a oa lec'h-emgav ur bern [[klasker-bara|klaskerion-vara]], rederion-vro, klañvidi. Darn ne dremenent nemet un nozvezh etre daou dennad kantren; met darn all a chome pelloc'h; bezañ zo darn zoken hag a chomas da vat. Kement-se a redias Erwan da lakaat sevel war e zomani un ti all, evit lojañ eno evit mat kozhidi ha klañvourion dibare e doare da lezel muioc'h a lec'h er maner evit ar re na raent nemet tremen. En herberc'hti-se a Vinic'hi ez ae Dom Erwan d'ober war-dro ar reuzeudion, o kas dezho da zebriñ, o komz hag o pediñ ganto. Er goañv e rae tan evito tra na rae kammed evitañ e-unan.
Linenn 20 ⟶ 21:
E-kichen an herberc'hti-se e lakaas ivez sevel ur [[chapel]] a zedias d'ar [[Gwerc'hez Vari|Werc'hez]] ha da [[Tudwal (sant)|Sant Tudwal]]. Hag evit ma vefe miret gant aked an div roïdigezh-se evit ar re baour eo e skrivas e destamant, levezonet gant e skiant a zen a lezenn.

E deroù ar bloaz [[1303]], Dom Erwan, ''« brevet-holl, ha faezh, muioc'h c'hoazh gant al labour eget gant strizhentezoù ha kozhni »'' - ne oa nemet 50 vloaz –, a zistroas da Gervarzhin da chom betek an diwezh. D'ar 15 a viz Mae e lidas an Oferenn evit ar wezh diwezhañ. En em astenn a reas da c'houde war e wele fall : un tamm [[plouz]] ha goubenner ebet. Eno eo e resevas ar gweladennoù diwezhañ : e vignoned a bouezas evit ma vefe lakaet dindanañ un tamm muioc'h a blouz. Nac'hañ a reas, o lavarout ''« e oa en e aez evel ma oa. »'' Resev a reas e [[nouenn|sakramantoù diwezhañ]]. D'ar Sul beure, pa groge an heol da barañ, e rentas e ene d'e Zoue.

Mervel a reas Sant Erwan eta d'ar sul [[19 a viz Mae]] [[1303]], en e vaner, Kervarzhin er Vinic'hi. Ar memes deiz e tegouezhas beleion eus [[Landreger]] da Gervarzhin, kemer a rejont korf Dom Erwan war o [[divskoaz]] hag e gas a rejont d'an Iliz-Veur e-kreiz un engroez tud entanet. A-hed an deiz e tibunas an engroez hag e pedas an dud e-kichen ar c'horf. An deiz war-lerc'h e voe douaret en [[Iliz-veur Landreger|iliz-veur]]. Evel-se e krogas unan eus [[brasañ pic'hirindedoù Breizh]].

Linenn 31 ⟶ 32:

== Skeudennoù ==
<gallery mode="packed" heights="150px">
Restr:Minihy-Tréguier. Eglise. Armoiries de Saint Yves.jpg|Ardamezioù
Helouri a Gervarzhin, war ur werenn
Gwerenn-livet, iliz ar Vinic'hi
Minihy-Tréguier. Eglise. Testament de Saint Yves.jpg|Testamant
Sant Erwan
Iliz ar Vinic'hi.
Restr:SAINT YVES-Tombeau.jpg|
Restr:Tréguier.SAINT YVES-Tombeau de saint Yves dans la cathedrale.jpg|Maen-bez sant Erwan, en iliz
Iliz-veur Landreger
Restr:Minihy-Tréguier. Eglise. TestamentTombeau de Saintsaint Yves dans la cathedrale.jpg|Iliz ar Vinic'hi. TestamantMaen-bez Santsant Erwan
Munud
Chef de Saint Yves.jpg|Klopenn Sant Erwan
Iliz-veur Landreger
</gallery>

== Levrlennadur ==

* Abad Loeiz Mahe : ''Monsieur Saint-Yves''. Armand Prud'homme, embanner. Sant-Brieg. 1949
|- valign="top"
*| [[Restr:Louis Mahé. Monsieur Saint Yves.gif|vignetteleft|Loeiz Mahe. Aotrou Sant Erwan100px]]

* Abad Loeiz Mahe : ''Monsieur Saint-Yves''., Armand Prud'homme, embanner. Sant-Brieg., 1949 (ASIN: B003WPKMBW)
* ''Saint-Yves et les Bretons, Culte, images, mémoire 1303-2003'', aktaoù kollok Landreger (18-20 a viz Gwengolo 2003), dindan renerezh JC Cassard ha G. Provost, [[Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek]] (KEBK)-CRHISCO, 2004.
* ''Sant Erwan e Penn-ar-Bed / Saint Yves en Finistère'', [[Bernard Tanguy]], [[Job an Irien]], [[Yves-Pascal Castel|Y-P. Castel]], emb. [[Ti embann Minihi Levenez|Minihi Levenez]], 2003, (levr divyezhek) {{ISBN|2-908230-19-4}}

== Pennadoù all ==
{{commonscat|Ivo of Kermartin}}